24 Dont a reor ennañ gant biroù ha gant ar wareg, rak an holl vro ne vo nemet drez ha spern.
Bremañ eta, kemer, me az ped, da armoù, da glaouier ha da wareg, ha kae war ar maezioù ha kemer din ur jiber.
hag e produo dit spern hag askol, hag e tebri geot ar parkeier.
E-lec'h spern e kresko siprez, e-lec'h drez e kresko meurta, ha kement-se a vo evit an AOTROU ur c'hloar, un arouez peurbadus na vo ket dilamet.
hag e teuint hag an holl en em lakaint e traoniennoù distro, e skalfoù ar reier, war an holl vodoù-drein, war an holl beurvanoù.
En deiz-se pep lec'h hag a vo ennañ mil skod-gwini, o talvezout mil pezh arc'hant, a vo troet e drez ha spern.
Hag en holl venezioù a veze labouret gant ar bal, ned eor ken gant aon dirak an drez hag ar spern, lakaet e vo eno an ejened, hag e vint mac'het gant an deñved.
Ar c'hêrioù poblet a vo gwastet hag ar vro a vo glac'haret, hag e ouiot ez on me an AOTROU.