Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 7:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 hag e roint kement a laezh ma tebro koaven, rak koaven ha mel a zebro ar re holl a vo manet er vro.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 7:22
7 Iomraidhean Croise  

Kemer a reas amann ha laezh, hag al leue a oa fichet, hag o lakaas dirazo. Eñ en em zalc'has dirazo didan ar wezenn, hag e tebrjont.


mel, amann, deñved, fourmaj saout, da Zavid ha d'ar bobl a oa gantañ, evit debriñ. Rak lavarout a raent: An dud-mañ o deus naon, skuizh ez int ha sec'hed o deus er gouelec'h-se.


Re gentañ-ganet ar beorien a vo leuniet, hag an ezhommeien a ziskuizho e surentez, met da wrizienn a lakain da vervel gant an naon, ha lazhet e vo ar pezh a vano ac'hanout.


Kêrioù Aroer a zo dilezet, lakaet int d'al loened; diskuizhañ a reont enno ha den ne spont anezho.


Debriñ a raio koaven ha mel, betek ma ouio disteurel an droug ha dibab ar mad.


Kalz anezho a streboto hag a gouezho, a vo bruzunet, a vo luziet ha paket.


Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d’e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan