Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 7:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 En deiz-se e vouetaio un den ur vuoc'h yaouank ha div zañvadez,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 7:21
8 Iomraidhean Croise  

Re gentañ-ganet ar beorien a vo leuniet, hag an ezhommeien a ziskuizho e surentez, met da wrizienn a lakain da vervel gant an naon, ha lazhet e vo ar pezh a vano ac'hanout.


Kêrioù Aroer a zo dilezet, lakaet int d'al loened; diskuizhañ a reont enno ha den ne spont anezho.


Rak ar gêr greñv a vo glac'haret, ar chomlec'h a vo dilezet, dilezet evel ur gouelec'h, eno e teuio al leue da beuriñ, eno e c'hourvezo, hag e tebro ar brankoù a vo ennañ.


Ar gouelec'h hag ar vro sec'h a laouenaio, al lec'h didud a sartaio hag a vleunio evel safron.


Ha setu un arouez evidout, Ezekiaz: Debret e vo er bloaz-mañ ar pezh a zeuio anezhañ e-unan, hag en eilvet bloavezh ar pezh a gresko hep ma vo hadet, met en trede bloavezh, e hadot hag e vedot, e plantot gwiniennoù hag e tebrot ar frouezh anezho.


An oaned a beuro evel en o farkeier, hag an diavaezidi a zebro douaroù glac'haret ar re binvidik.


Hag en holl venezioù a veze labouret gant ar bal, ned eor ken gant aon dirak an drez hag ar spern, lakaet e vo eno an ejened, hag e vint mac'het gant an deñved.


Met Nebuzaradan penn ar warded a lezas e bro Juda hiniennoù eus an dud paourañ, ar re n'o doa netra. Hag en deiz-se e roas dezho gwini ha parkeier.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan