Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 7:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 En deiz-se ec'h aotenno an AOTROU gant un aotenn en devo feurmet en tu all d'ar stêr, gant roue Asiria, ar penn ha blev an treid, hag e lamo ivez ar barv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 7:20
17 Iomraidhean Croise  

Perak c'hoazh skeiñ ganeoc'h pa gendalc'hit hoc'h emsavadeg? Ar penn holl a zo klañv, ar galon holl a zo diyac'h.


Ar vouc'hal, hag e kavfe gloar diwar-goust an hini a ra ganti? An eskenn, hag en em savfe dreist an hini he laka da fiñval? Evel ma rafe mont ar wialenn d'an hini a sav anezhi, hag evel ma savfe ar vazh ar pezh n'eo ket koad!


An AOTROU a lakaio da verz brec'h-vor an Ejipt, sevel a raio e zorn war ar stêr en ur c'hwezhañ gant nerzh, en ranno e seizh gwazh-dour, hag e vo treuzet gant botoù.


Er pevarzekvet bloaz eus ar roue Ezekiaz, Sankerib roue Asiria a bignas a-enep holl gêrioù kreñv Juda hag o zapas.


en abeg da-se, setu, emañ an AOTROU o vont da lakaat da zont warno doureier bras ha kreñv ar stêr, roue Asiria hag e holl c'hloar. Sevel a raio dre holl dreist he naoz, hag en em ledo dreist he holl ribloù.


An AOTROU a lamo kuit eus Israel ar penn hag al lost, ar balmezenn hag ar vroenenn, en hevelep deiz.


Ha bremañ, petra ac'h eus d'ober war hent an Ejipt da evañ dour ar Shihor, ha petra ac'h eus d'ober war hent an Asiria da evañ dour ar stêr?


Mab an den, Nebukadnezar roue Babilon en deus lakaet e armead d'ober ur servij poanius a-enep Tir. An holl bennoù a zo deuet da vezañ moal hag an holl divskoaz kignet; ha n'en deus bet gopr ebet eus Tir, nag eñ nag e armead, evit ar servij en deus graet a-enep dezhi.


Evit paeañ al labour en deus graet a-enep Tir, e roan dezhañ bro Ejipt, rak oberiet o deus evidon, eme an Aotrou AOTROU.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan