Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 7:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 hag e teuint hag an holl en em lakaint e traoniennoù distro, e skalfoù ar reier, war an holl vodoù-drein, war an holl beurvanoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 7:19
11 Iomraidhean Croise  

Neuze an AOTROU a gasas a-enep dezho pennoù arme roue Asiria, a dapas Manase evit e lakaat ouzh an hern, hag e voe ereet gant ur chadenn arem doubl, hag e voe kaset da Vabilon.


Hag ez aint e kevioù ar reier, hag e toulloù an douar, evit tec'hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiñ gant an douar.


Hag ez aint e skarroù ar reier, hag e kleuzioù ar menezioù, evit tec'hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiñ gant an douar.


degas a rin anezhi en glac'har, ne vo ken troc'het na palaret, an drez hag ar spern a gresko enni, gourc'hemenn a rin d'ar c'houmoul, chom hep lezel ar glav da gouezhañ warni.


E-lec'h spern e kresko siprez, e-lec'h drez e kresko meurta, ha kement-se a vo evit an AOTROU ur c'hloar, un arouez peurbadus na vo ket dilamet.


Dont a reor ennañ gant biroù ha gant ar wareg, rak an holl vro ne vo nemet drez ha spern.


Hag en holl venezioù a veze labouret gant ar bal, ned eor ken gant aon dirak an drez hag ar spern, lakaet e vo eno an ejened, hag e vint mac'het gant an deñved.


Setu e kasan pesketaerien niverus, eme an AOTROU, hag e pesketaint anezho. Ha goude-se e kasin chaseourien niverus, hag e chaseint anezho eus an holl venezioù hag eus an holl grec'hiennoù, hag eus faoutennoù ar reier.


Lipat a raint ar poultr evel an naer, evel amprevaned an douar, mont a raint spouronet er-maez eus o bodennoù. Dont a raint en ur grenañ da gavout an AOTROU hon Doue, doujañ a raint ac'hanout.


Me a c'hwitello dezho hag e tastumin anezho, rak o dasprenet em eus, hag e liesaint evel m'o deus liesaet.


O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern pe fiez diwar askol?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan