Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 7:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 En deiz-se e c'hwitello an AOTROU da c'hervel ar c'helien a zo e penn stêrioù an Ejipt, hag ar gwenan a zo e bro Asiria,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 7:18
15 Iomraidhean Croise  

Komz a reas hag e teuas kelien, ha laou en o holl vro.


Va enkelc'hiet o doa evel ar gwenan, mouget int bet evel un tan drein, rak en anv an AOTROU em eus o lakaet a-dammoù.


Ma ne lezez ket va fobl da vont kuit, setu, ez an da gas kelien warnout, war da servijerien, war da bobl ha war da diez; tiez an Ejipsianed a vo leuniet gant kelien, ha zoken an douar emaint warnañ.


An AOTROU a reas evel-se, hag e teuas kelien en niver bras e ti Faraon hag e ti e servijerien. War holl vro Ejipt, an douar a voe glac'haret gant ar c'helien.


Eus ur vro bell, eus pennoù an neñvoù, e teu an AOTROU gant binvioù e vrouez, evit distrujañ ar vro holl.


Gwalleur d'ar re a ziskenn en Ejipt da glask sikour, d'ar re en em harp war gezeg, d'ar re a laka o fiziañs er c'hirri dre ma'z int kalz, hag er varc'hegerien dre ma'z int nerzhus, d'ar re na sellont ket ouzh Sant Israel ha na glaskont ket an AOTROU.


Sevel a ra ur banniel etrezek ar broadoù pell, c'hwitellat a ra evit gervel anezho eus pennoù an douar, ha setu, buan ha prest e teuont.


An AOTROU a lakaio da zont warnout, war da bobl ha war di da dad, dre roue Asiria, deizioù evel n'eus ket bet reoù heñvel outo, abaoe an deiz ma en em zispartias Efraim digant Juda.


Me a c'hwitello dezho hag e tastumin anezho, rak o dasprenet em eus, hag e liesaint evel m'o deus liesaet.


An Amoreaned, hag a oa o chom er menez-se, a zeuas a-ziarbenn deoc'h hag a redas war ho lerc'h evel ma ra ar gwenan; pilet oc'h bet e Seir betek Horma.


An AOTROU a lakaio da sevel a-enep dit eus pell, eus pennoù an douar, ur bobl a nijo avel an erer, ur bobl na gompreni ket he yezh,


An AOTROU da Zoue a gaso gwesped zoken a-enep dezho, betek ma varvo dirazout ar re a vano hag ar re en em guzho azirazout.


Kaset em eus gwesped a c'hasas anezho kuit a-zirazoc'h, evel daou roue an Amoreaned, ha ne voe na dre da gleze na dre da wareg.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan