Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 7:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Debriñ a raio koaven ha mel, betek ma ouio disteurel an droug ha dibab ar mad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 7:15
11 Iomraidhean Croise  

Kemer a reas amann ha laezh, hag al leue a oa fichet, hag o lakaas dirazo. Eñ en em zalc'has dirazo didan ar wezenn, hag e tebrjont.


rak anavezout a ran va disentidigezh, ha va fec'hed a zo dirazon dalc'hmat.


hag e roint kement a laezh ma tebro koaven, rak koaven ha mel a zebro ar re holl a vo manet er vro.


Kasait an droug ha karit ar mad, savit ar varnedigezh ouzh an nor, ha marteze en devo truez an AOTROU, Doue an armeoù, ouzh nemorant Jozef.


Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d’e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.


An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c’holoio ac’hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac’hanout a vo galvet Mab Doue.


Ar bugel a greske hag en em nerzhe e spered, o vezañ leuniet a furnez, ha gras Doue a oa warnañ.


Jezuz a greske e furnez, e ment hag e gras, dirak Doue ha dirak an dud.


Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.


Ho pugale vihan, hoc'h eus lavaret diwar o fenn e vijent ur preizh enni, hag ho mibien n'anavezont ket hiziv ar pezh a zo mat pe fall, int eo ar re a yelo enni, dezho e roin anezhi, int a berc'henno anezhi.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan