Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 7:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 7:14
29 Iomraidhean Croise  

Ael an AOTROU a lavaras: Setu, te a zo brazez hag e c'hani ur mab hag e c'halvi anezhañ Ismael, rak Doue en deus da glevet e-barzh da c'hlac'har.


Lea a goñsevas hag a c'hanas ur mab, hag en galvas Ruben, rak lavarout a reas: An AOTROU en deus sellet ouzh va glac'har ha bremañ va ozhac'h a garo ac'hanon.


Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.


Rachel a lavaras: Doue en deus barnet ac'hanon hag en deus selaouet va mouezh o reiñ din ur mab. Setu perak e c'halvas anezhañ Dan.


Rachel a lavaras: Va lakaet en deus Doue da stourm ouzh va c'hoar hag em eus trec'het. Hag e c'halvas anezhañ Neftali.


Adam a anavezas c'hoazh e wreg. Houmañ a c'hanas ur mab hag a c'halvas anezhañ Sed, rak Doue, emezi, en deus roet din ur mab all e-lec'h Abel a zo bet lazhet gant Kain.


Hag e roas en deiz-se un arouez o lavarout: Setu un arouez ez eo an AOTROU en deus komzet: Setu, an aoter a faouto, hag al ludu a zo warni a vo skuilhet.


AOTROU an armeoù a zo ganeomp, Doue Jakob eo hor repu uhel.  Ehan


Setu evidout an arouez a-berzh an AOTROU, penaos e seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet:


Kemerit kuzul a-unan hag e vo kaset kuit, komzit hag ho komz a vo diefed, rak Doue a zo ganeomp.


Tremen a raio war Juda, o tic'hlannañ hag o veuziñ, tapout a raio betek ar gouzoug. Hec'h eskell astennet a leunio da vro a-bezh, o Emanuel!


Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.


En deizioù-se e vo salvet Juda, hag Israel a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.


Betek pegeit e vi o kantren, merc'h disent? Rak an AOTROU a grou un dra nevez war an douar: ar vaouez a gildroenno en-dro d'ar gwaz.


Ha kement-mañ a servijo da arouez deoc'h, eme an AOTROU, ma kastizin ac'hanoc'h el lec'h-mañ, evit ma ouiot e vo sevenet a-dra-sur va c'homzoù evit ho kwalleur.


Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.


Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.


Setu, te a vo dougerez, hag e c’hani ur mab hag e c’halvi e anv Jezuz.


An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c’holoio ac’hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac’hanout a vo galvet Mab Doue.


Kement-mañ a vo ar sin deoc’h: kavout a reot ar bugel bihan mailhuret ha gourvezet en ur c’hraou.


David eta a c’halv anezhañ Aotrou, ha penaos eo-eñ e vab?


Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.


a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c’hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen.


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


Gedeon a lavaras da Zoue: Mar fell dit dieubiñ Israel dre va dorn, evel ma ec'h eus lavaret,


Hag e c'hoarvezas ma koñsevas Anna, ha ma c'hanas ur mab en amzer dereat, hag e c'halvas e anv Samuel, rak, emezi, e c'houlennet em eus digant an AOTROU .


Hag ec'h anvas ar paotr Ikabod en ur lavarout: Ar c'hloar a zo lamet eus Israel; rak arc'h Doue a zo bet tapet, hag abalamour d'he zad-kaer ha d'he fried


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan