Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 7:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Hag Izaia a lavaras: Selaou, o ti David! Ha re nebeut eo evidoc'h skuizhañ an dud, ma skuizhit ivez va Doue?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 7:13
27 Iomraidhean Croise  

Hi a respontas: Ha nebeut eo dit bezañ kemeret va fried, ma fell dit c'hoazh kemer mandragonoù va mab? Ha Rachel a lavaras: Ac'hanta! Ra gousko ganit en nozvezh-mañ evit mandragonoù da vab.


Koulskoude en abeg d'an emglev en doa graet gant David, ne fellas ket d'an AOTROU distrujañ ti David, hervez ar gomz en doa lavaret da reiñ ul lamp dezhañ ha d'e vibien, da viken.


Marc'heka en gloar, pign war da garr, evit ar wirionez, ar vadelezh hag ar reizhder. Da du dehou a ziskouezo dit burzhudoù spontus!


Va ene a gasa ho loarioù nevez hag ho kouelioù, ur bec'h ez int evidon, skuizh on o padout ganto.


Abalamour da-se, setu ar pezh a lavar an Aotrou, AOTROU an armeoù, Galloudeg Israel: A! Plijadur am bo eus va stourmerien, hag en em veñjiñ a rin eus va enebourien!


Lakaat a rin war e skoaz alc'hwez ti David, digeriñ a raio ha den ne serro, serriñ a raio ha den ne zigoro.


AOTROU, te eo va Doue! Da ganmeuliñ a rin, meuliñ a rin da anv, rak traoù burzhudus ac'h eus graet, da vennadoù bet divizet abaoe pell 'zo a zo sur ha gwirion.


Ne'c'h eus ket prenet din, evit arc'hant, korz-frondus, ne'c'h eus ket leuniet ac'hanon gant druzoni da aberzhoù, met va bec'hiet ec'h eus en abeg da'z pec'hedoù, va skuizhet ec'h eus gant da zireizhder.


Met disent int bet, glac'haret o deus ar Spered-Santel, hag eo deuet o enebour; eñ e-unan en deus stourmet a-enep dezho.


Akaz a lavaras: Ne c'houlennin ket ha ne demptin ket an AOTROU.


Hag e voe lavaret da di David: Kevrediñ a ra Siria gant Efraïm. Kalon Akaz ha kalon e bobl a voe brañsellet, evel ma vez brañsellet gwez ar c'hoadoù gant an avel.


Ti David, evel-henn e komz an AOTROU: Roit gwir adalek ar beure, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, gant aon na zeufe va c'hounnar da darzhañ evel un tan, ha na entanfe hep ma vefe den d'e vougañ, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù.


An AOTROU n'en deus ket fellet dezhañ e c'houzañv pelloc'h, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù, en abeg d'an traoù euzhus hoc'h eus graet, en doare ma'z eo troet ho pro en ur gouelec'h, en ur souezh hag en ur vallozh, hep na vefe den o chom ennañ, evel ma vez gwelet hiziv.


Neuze ez on leun a fulor an AOTROU, ha skuizh on ouzh he derc'hel. Skuilh hi war ar vugale er straed, ha war vodadeg ar re yaouank. Rak ar gwaz hag ar wreg a vo tapet, ar c'hozhiad hag an hini bec'hiet a zeizioù.


Kemeret ec'h eus da vibien ha da verc'hed az poa ganet din, hag aberzhet ec'h eus anezho da vezañ lonket. Ha re nebeut e oa da c'hastaouerezh?


Ne'c'h eus ket hepken kerzhet en o hentoù ha graet an hevelep euzhusterioù, re nebeut e oa kement-se, met en em saotret ec'h eus muioc'h egeto gant da holl hentoù.


Ha re nebeut eo evidoc'h peuriñ ur beurvan vat, evit ma vac'hit dindan ho treid an nemorant eus ho peurvan? Hag evañ doureier sklaer, evit ma saotrit gant ho treid an nemorant?


Ho re hag a vo en em dennet o devo soñj ac'hanon e-touez ar broadoù ma vint dalc'het enno, dre ma em bo rannet o c'halon avoultr a zo en em zistroet diouzhin, kenkoulz hag o daoulagad avoultr a zo aet war-lerc'h o idoloù. Heug o devo outo o-unan en abeg d'an droug o devo graet hag en abeg d'o holl euzhusterioù.


Selaouit ha bezit va zestoù a-enep ti Jakob, eme an Aotrou AOTROU, Doue an armeoù,


Skuizhet hoc'h eus an AOTROU gant ho komzoù, hag e lavarit: E petra hon eus e skuizhet? Pa lavarit: Piv bennak a ra an droug a zo mat dirak daoulagad an AOTROU, hag ennañ eo e kemer plijadur; pe: Pelec'h emañ Doue ar reizhder?


Ha re nebeut a dra eo ez pefe hol lakaet da vont er-maez eus ur vro a zever gant laezh ha mel, evit hol lakaat da vervel er gouelec'h-mañ, ma fell dit hor mestroniañ ivez?


Ha re nebeut a dra eo evidoc'h en defe ho tibabet Doue Israel a-douez bodadenn Israel en ur lakaat ac'hanoc'h da dostaat outañ, evit ober servij tabernakl an AOTROU hag evit en em zerc'hel dirak ar vodadenn da servijañ anezhi?


dre m’en deus savet deomp ur c’horn a Silividigezh e tiegezh David e servijer,


Tud a c’houzoug reut, diamdroc’h a galon hag a zivskouarn, stourm a rit bepred ouzh ar Spered-Santel. C’hwi a zo heñvel ouzh ho tadoù.


Dre-se e voen imoret a-enep ar rummad-se hag em eus lavaret: O c’halon en em ziank bepred ha n’o deus ket anavezet va hentoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan