Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 66:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 66:5
32 Iomraidhean Croise  

Ha gwelet ec'h eus penaos eo en em izelaet Akab dirazon? Peogwir eo en em izelaet dirazon, ne lakain ket ar gwalleur da zont en e zeizioù, met e deizioù e vab e lakain ar gwalleur da zont war e di.


Ar skrib Shafan a lavaras ivez d'ar roue: An aberzhour Hilkija en deus roet din ul levr. Ha Shafan a lennas ennañ dirak ar roue.


Dre ma'z eo bet tener da galon, ha ma ec'h eus en em izelaet dirak Doue pa ec'h eus klevet e gomzoù a-enep al lec'h-mañ hag a-enep e dud, dre ma ec'h eus en em izelaet dirazon, ha ma ec'h eus roget da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an AOTROU.


Hag an holl re a grene da gomzoù Doue Israel a zeuas d'en em vodañ etrezek ennon, en abeg da bec'hed mibien an harlu, ha me a azezas gwall c'hlac'haret betek donezonoù an abardaez.


Va c'hig a gren gant an aon am eus razout, hag e toujan da varnedigezhioù.


Koulskoude va enebourien a zo bev ha nerzhus, ar re am c'hasa hep abeg a zo niverus.


An hini a zispriz ar gomz en em goll, met an hini a zouj ar gourc'hemenn a vo gopraet.


Na roit ket fed mard on du, rak an heol en deus va skaotet. Mibien va mamm a zo en em fuloret em enep, va lakaet o deus da ziwall ar gwini. Met va gwinienn va-unan, ne'm eus ket he diwallet.


AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.


hag a lavar: Ra hasto, ra vuanaio e oberenn, evit ma welimp anezhi! Ra dostaio, ra zeuio mennad Sant Israel, evit ma'c'h anavezimp anezhañ!


E-lec'h bezañ dilezet ha kasaet, hep ma vefe den o tremen drezout, me a raio ac'hanout ur veurded peurbadus, ul levenez a oad da oad.


Neuze evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, va servijerien a zebro ha c'hwi ho po naon, va servijerien a evo ha c'hwi ho po sec'hed, va servijerien a vo er joa ha c'hwi a vo er vezh,


Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.


Kerkent ha ma klevjont ar c'homzoù-se, e voent spontet etrezo, hag e lavarjont da Varuk: A-dra-sur e lavarimp d'ar roue an holl gomzoù-se.


Kerzhout a raint war-lerc'h an AOTROU a yudo evel ul leon. Pa yudo, e teredo ar vibien gant hast eus ar c'huzh-heol.


Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.


Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae.


Kas a raint ac’hanoc’h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d’ar marv reiñ ul lid da Zoue.


Respont a rejont dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec’hed hag e kelennez ac’hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit.


ha ma vo roet gloar da anv hon Aotrou Jezuz-Krist ennoc’h ha deoc’h ennañ, hervez gras hon Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist.


o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


Breudeur, na vezit ket souezhet e kasafe ar bed ac’hanoc’h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan