Izaia 66:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned4 Me ivez a zibabo o distruj, hag e lakain da zont warno ar pezh a ra o spont, rak galvet em eus ha den n'en deus respontet, komzet em eus ha den n'en deus selaouet, graet o deus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet o deus ar pezh a zisplij din. Faic an caibideil |
Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec'hañ pa c'hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù e gouelec'h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed.
Setu perak e komzi outo hag e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Piv bennak eus ti Israel hag a zoug e idoloù en e galon hag en deus dirak e zremm ar pezh a laka anezhañ da gouezhañ en direizhder, mar deu da gavout ar profed, me an AOTROU a responto dezhañ va-unan, hervez e idoloù niverus,