Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 66:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Hag a loar nevez da loar nevez, a sabad da sabad, pep kig a zeuio hag a azeulo ac'hanon, eme an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 66:23
25 Iomraidhean Croise  

Eñ a lavaras: Perak e fell dit mont d'e gavout hiziv? N'eus nag al loar nevez nag ar sabad. Hi a respontas: Mont a ra!


Holl bennoù an douar o devo soñj a gement-se hag a zistroio d'an AOTROU, holl diegezhioù ar broadoù a stouo dirak da zremm.


O Doue! Ar veuleudi a c'hortoz ac'hanout e Sion, eno e vo sevenet ar gouestloù graet dit.


O te hag a glev ar bedenn! Pep krouadur a zeuio betek ennout.


An holl vroadoù ac'h eus graet a zeuio da stouiñ dirazout, Aotrou, hag a roio gloar da'z anv,


Hag an AOTROU en em roio da anavezout d'an Ejipsianed, hag an Ejipsianed a anavezo an AOTROU en deiz-se; kinnig a raint aberzhoù ha donezonoù, hag e raint gouestloù d'an AOTROU hag o seveno.


En deiz-se e vo un hent eus Ejipt da Asiria, an Asiria a zeuio d'an Ejipt, an Ejipt d'an Asiria, hag an Ejipsianed a servijo gant an Asirianed.


Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl vroadoù.


En deiz-se e vo sonet gant ar shofar, hag ar re a oa kollet e bro Asiria, hag ar re a oa kaset kuit e bro Ejipt, a zeuio hag a stouo dirak an AOTROU, war ar menez santel e Jeruzalem.


Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.


Met war va menez, war venez uhel Israel, eme an Aotrou AOTROU, eno holl di Israel ha kement a vo er vro am servijo. Eno e kemerin plijadur ganto, eno e klaskin ho profoù, frouezh kentañ ho tonezonoù, gant hoc'h holl draoù santel.


Met ret e vo d'ar priñs da reiñ al loskaberzhoù, an donezonoù, an evadkinnigoù, evit al lidoù, al loarioù nevez, an deizioù sabad, evit holl c'houelioù ti Israel. Kinnig a raio an aberzh-dic'haouiñ, an donezon, al loskaberzh hag an aberzh a drugarekadennoù, d'ober dic'haou evit ti Israel.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dor al leurenn diabarzh, an hini a sell etrezek ar sav-heol, a vo serret e-pad ar c'hwec'h devezh labour, met digoret e vo d'an deiz sabad, ha digoret e vo da zeiz al loar nevez.


Da zeiz al loar nevez e kinnigo ur c'hole yaouank disi, c'hwec'h oan hag un tourz, a vo disi,


Juda ivez a stourmo e Jeruzalem, hag e vo dastumet pinvidigezhioù an holl vroadoù tro-dro, aour, arc'hant ha dilhad e niver gwall vras.


Met an holl re a vano eus an holl vroadoù deuet a-enep Jeruzalem, a bigno bep bloaz evit stouiñ dirak ar Roue, AOTROU an armeoù, hag evit ober gouel an Tabernakloù.


Ha ma ne bign ket tiegezh an Ejipt, ma ne zeu ket, ne vo ket glav evitañ, hag e kouezho ar gouli a skoio an AOTROU drezañ gant ar broadoù na bignint ket evit lidañ gouel an Tabernakloù.


Hennezh a vo poan pec'hed an Ejipt, ha poan pec'hed an holl vroadoù na bignint ket evit lidañ gouel an Tabernakloù.


Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.


Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir azeulerien da azeuliñ an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c’houlenn ar seurt azeulerien-se.


Piv na zoujfe ket dit, Aotrou, ha na rofe ket gloar da’z anv? Rak te eo ar Sant hepken. An holl vroadoù a zeuio hag a blego d’an daoulin dirazout, dre ma’z eo bet da varnedigezhioù disklêriet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan