Lakaet em eus va c'homzoù ez kenoù, da c'holoet em eus gant skeud va dorn, evit plantañ an neñvoù ha diazezañ an douar, evit lavarout da Sion: Te eo va fobl!
Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.
Hag evidon-me setu an emglev a rin ganto, eme an AOTROU, va Spered hag a zo warnout ha va c'homzoù am eus lakaet ez kenoù, ned aint ket kuit eus da c'henoù nag eus genoù da lignez, nag eus genoù lignez da lignez, eme an AOTROU, adalek bremañ ha da viken.
Rak me eo an AOTROU, an hini a gar ar varnedigezh hag a gasa al laeroñsi evit al loskaberzh. Me a roio dezho o gopr gant fealded, hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus.
O gouenn a vo anavezet e-touez ar broadoù, hag o diskennidi e-touez ar pobloù. Ar re holl o gwelo a anavezo anezho evit ur ouenn benniget gant an AOTROU.
Ne savint ket evit ma chomfe unan all e-barzh, ne blantint ket evit ma tebrfe unan all. Deizioù va fobl a vo evel deizioù ar gwez, ha va re zibabet a welo labour o daouarn o koshaat.
neuze e vo torret va emglev gant David va servijer, en doare ma n'en devo ken a vab da ren war e dron, ha va emglev gant an aberzhourien Levited a servij ac'hanon.
En amzer-se ho lakaat a rin da zistreiñ, en amzer-se ho tastum a rin, rak ho lakaat a rin da gaout brud ha meuleudi e-touez holl bobloù an douar, pa zistroin hoc'h harluidi dirak ho taoulagad, eme an AOTROU.