Ne vo ket graet droug ha ne vo ket distrujet, war va holl venez santel, rak an douar a vo leuniet gant anaoudegezh an AOTROU, evel foñs ar mor gant an doureier en golo.
Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl vroadoù.
O zreid a red etrezek an droug, hastañ a reont skuilhañ ar gwad didamall, o soñjoù a zo soñjoù a zireizhder, emañ ar gwastoù hag an distruj war o gwenodennoù.
En amzer-se e vo galvet Jeruzalem: Tron an AOTROU. An holl vroadoù en em zastumo e Jeruzalem en anv an AOTROU, ha ned aint ken war-lerc'h kaleter o c'halon fall.
e tastumin an holl vroadoù, hag e rin dezho diskenn da draonienn Jozafad, hag eno ez in e barnedigezh ganto diwar-benn va fobl ha va hêrezh Israel o deus stlabezet e-touez ar broadoù, ha diwar-benn va bro o deus lodennet.
Rak gouzout a ran ho torfedoù niverus hag ho pec'hedoù bras. Gwaskañ a rit an den reizh, hag e tegemerit profoù, hag e torrit ouzh an nor gwir ar beorien.
Met an holl re a vano eus an holl vroadoù deuet a-enep Jeruzalem, a bigno bep bloaz evit stouiñ dirak ar Roue, AOTROU an armeoù, hag evit ober gouel an Tabernakloù.
Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.
Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec’h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep tiegezh dizunanet gantañ e-unan ne c’hello ket padout.
Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.
Neuze e c'houzañvint poanioù niverus hag enkrezioù, hag e komzo ar c'hantik-mañ evel test en o enep, dre ma ne vo ket ankounac'haet gant genoù o lignez. Rak anavezout a ran o mennozhioù, o deus diskuliet dija hiziv, a-raok ma em eus o derenet d'ar vro am eus touet.
Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc’h eget kleze a zaou droc’h ebet, o treuziñ betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoù diouzh ar mel, hag o merzhout soñjezonoù ha mennadoù ar galon.
Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.
Anavezout a ran da oberoù, e pelec’h e chomez, e-lec’h ma emañ tron Satan. Hag e talc’hez va anv ha ne’c’h eus ket nac’het va feiz, zoken en deizioù ma’z eo bet lakaet d’ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec’h ma chom Satan.
Anavezout a ran da oberoù, da labour ha da basianted. Gouzout a ran penaos ne c’hellez ket gouzañv ar re zrouk, penaos ec’h eus amprouet ar re en em lavar ebestel ha n’int ket, hag ec’h eus kavet anezho gaouiat.
Anavezout a ran da oberoù, da drubuilhoù ha da baourentez, petra bennak ma’z out pinvidik, ha gwallgomzoù ar re en em lavar Yuzevien ha n’int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan.