En deiz-se e skoio an AOTROU gant e gleze bras nerzhus ha kalet ouzh al leviatan, an naer skañv, ouzh al leviatan, an naer gildrouk, hag e lazho an euzhvil mor.
An AOTROU a lakaio e vouezh veurdezus da vezañ klevet, hag e lakaio e vrec'h prest da skeiñ da vezañ gwelet, e-kreiz e gounnar entanet, e-kreiz flammoù un tan loskus, e-kreiz un arnev, ur barrad-amzer ha mein grizilh.
An Asiria a gouezho dre ur c'hleze na vo ket hini un den, hag ar c'hleze na vo ket hini ur mab-den a lonko anezho, tec'hout a raint kuit dirak ar c'hleze, hag o zud yaouank a zeuio da vezañ truajidi.
e tiniverin ac'hanoc'h evit ar c'hleze, hag en em blegot evit bezañ lazhet. Rak galvet em eus ha n'hoc'h eus ket respontet, komzet em eus ha n'hoc'h eus ket selaouet, graet hoc'h eus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet hoc'h eus ar pezh a zisplij din.
An trouz a zeuio betek penn an douar, rak an AOTROU en deus ur breud a-enep ar broadoù, mont a ra e barnedigezh a-enep pep kig, ar re zrouk a vo roet d'ar c'hleze, eme an AOTROU.
Ar re a vo lazhet gant an AOTROU en deiz-se a vo astennet eus ur penn d'an douar d'egile, ne vo ket gouelet warno, ne vint ket dastumet na sebeliet, met evel teil e vint war-c'horre an douar.
Ha te, hag e klaskfes evidout traoù bras? Na glask ket anezho, rak setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont war bep kig, eme an AOTROU. Met da vuhez a roin dit evel preizh, en holl lec'hioù ma'z i.
Dre fonnusted da zireizhder, dre zislealded da genwerzh, ec'h eus disakret da santualioù. Lakaat a rin da sevel eus da greiz un tan a zebro ac'hanout, hag e lakain ac'hanout da vezañ ludu war an douar, dirak an holl re a sello ouzhit.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ha n'eo ket diwar da benn em eus komzet gwechall, dre va servijerien profeded Israel, o deus profedet neuze e-pad bloavezhioù e rin dit dont a-enep dezho?
Bez' e vi un dismegañs hag ur vezh, ur skouer hag ur souezh evit ar broadoù a zo en-dro dit, pa rin va barnedigezhioù a-enep dit, gant kounnar, gant fulor, ha gant kastizoù fuloret. Me an AOTROU am eus komzet.
e tastumin an holl vroadoù, hag e rin dezho diskenn da draonienn Jozafad, hag eno ez in e barnedigezh ganto diwar-benn va fobl ha va hêrezh Israel o deus stlabezet e-touez ar broadoù, ha diwar-benn va bro o deus lodennet.
An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu edo an Aotrou AOTROU o tisklêriañ e varn dre an tan. Hag an tan a zevas an donder bras hag a zevas ar parkeier.
Ar varc'hegerien en em strink, ar c'hleze a luc'h, ar goaf a lugern. Ur bern tud a zo gloazet! Un niver bras a zo marv! Korfoù marv diniver! Kouezhañ a reont war o re varv!
Hag e tec’hot dre an draonienn-menez-mañ, rak an draonienn-menez a astenno betek Azel. Tec’hout a reot evel ma hoc’h eus tec’het dirak ar c’hren-douar, en deizioù Ozia roue Juda. Neuze e teuio an AOTROU va Doue, hag an holl sent a vo ganit.