En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennañ, hag e saveteo ac'hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennañ, tridomp a levenez ha laouenaomp eus e silvidigezh.
Bleuniañ a raio e-leizh hag e laouenaio, leuskel a raio kriadennoù a levenez ha kanaouennoù trec'h. Gloar al Liban a vo roet dezhañ, gant splannder ar C'harmel ha Saron. Gwelout a raint gloar an AOTROU ha splannder hon Doue.
Kanit, o neñvoù! Rak an AOTROU en deus graet e oberenn. Youc'hit, o donderioù an douar! Laoskit kriadennoù a levenez, o menezioù, koadegoù hag holl wez a zo enno! Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob ha diskouezet e c'hloar en Israel.
Rak an AOTROU a frealzo Sion, frealziñ a raio he lec'hioù glac'haret, ober a raio un Eden gant he gouelec'h, hag ul liorzh eus an AOTROU gant he douaroù disec'h. Joa ha levenez en em gavo en he c'hreiz, gant meuleudioù ha kanaouennoù.
An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.