Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 66:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Evel-henn e komz an AOTROU: An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, ha pelec'h e vo takad va diskuizh?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 66:1
20 Iomraidhean Croise  

Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?


Hag ar roue David a savas war e dreid hag a lavaras: Va breudeur ha va fobl, selaouit-me! C'hoant am boa da sevel un ti diskuizh da arc'h emglev an AOTROU , hag evit skabell treid hon Doue, ha prest e oan d'ober.


An ti ez an da sevel a vo bras, rak hon Doue a zo brasoc'h eget an holl zoueoù.


Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar gant an dud? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?


An AOTROU a zo e templ e santelezh. An AOTROU en deus e dron en neñvoù, e zaoulagad a sell, e valvennoù a furch mibien an dud.


Deomp en e chomlec'hioù, stouomp dirak skabell e dreid!


Kanmeulit an AOTROU hon Doue, stouit dirak menez e santelezh, rak an AOTROU hon Doue a zo santel.


Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.


Gloar al Liban a zeuio betek ennout, gwez-siprez, tilh ha beuz a-gevret, evit kaeraat lec'h va santual, hag e roin gloar d'al lec'h ma tiskuizh va zreid.


Unan bennak, hag e c'hellfe en em guzhat en ur repu ma ne welfen ket anezhañ? eme an AOTROU. Ha ne leunian ket an neñvoù hag an douar? eme an AOTROU.


Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.


Met me a lavar deoc’h, bez’ ez eus amañ un dra bennak brasoc’h eget an templ.


Met Jezuz a lavaras dezho: Ha ne welit ket an holl draoù-se? Me en lavar deoc’h e gwirionez, ne chomo ket anezho amañ maen war vaen na vo diskaret.


An Doue hag en deus graet ar bed hag an holl draoù a zo ennañ, o vezañ Aotrou an neñv hag an douar, ne chom ket en temploù savet gant dorn an dud.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan