Dre m'o deus va dilezet ha m'o deus lakaet da vogediñ da zoueoù all, evit va c'hounnariñ gant holl oberoù o daouarn, va fulor a zo entanet a-enep al lec'h-mañ, ha ne vo ket mouget.
Ar re en em santela hag en em c'hlana e-kreiz al liorzhoù, an eil war-lerc'h egile, ar re a zebr kig moc'h, traoù euzhus ha logod, a vo kuzumet a-gevret, eme an AOTROU.
Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc'h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.
An AOTROU a lavaras din en deizioù ar roue Jozia: Ha gwelet ec'h eus ar pezh he deus graet Israel an adfeilherez? Aet eo war bep menez uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas d'en em reiñ d'ar gasterezh.
Derenet em eus anezho d'ar vro am boa savet va dorn he reiñ dezho, ha sellet o deus ouzh pep krec'hienn uhel hag ouzh pep gwezenn vodennek, graet o deus eno o aberzhoù, kinniget o deus eno o frofoù evit va c'hounnariñ, lakaet o deus eno o c'hwezoù-mat, skuilhet o deus eno o sparfadurioù.
evit ma vo degaset gant mibien Israel o aberzhoù a lazhont er parkeier d’an aberzhour dirak an AOTROU, ouzh digor teltenn an engalv, ha ma kinnigint anezho evel aberzh a drugarekadennoù.
Lakaet o deus ac'hanon da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket Doue, lakaet o deus droug da sevel ennon dre o zraoù aner, me o lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel enno dre ur vroad diskiant,