Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 64:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 AOTROU, na gounnar ket, na zalc'h ket soñj da viken eus hon direizhder. Setu, sell, da bobl ez omp holl.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 64:9
27 Iomraidhean Croise  

Deviñ a reas ti an AOTROU, ti ar roue hag holl diez Jeruzalem. An holl diez bras a voe devet dre an tan.


Me a zo dit, va savete, rak klasket em eus da gemennadurioù.


Salm David. Evit derc'hel soñj.


D'ar mestr-kaner; gant binvioù-kerdin; war "Sheminid"; salm David.


Met ni, da bobl, an tropell a renez, ni az meulo da viken. A oad da oad ec'h adlavarimp da veuleudi.


Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne'm bo ken soñj eus da bec'hedoù.


En abeg da zireizhder e c'hoantegezh on bet imoret hag em eus skoet warnañ, kuzhet em eus va dremm hag ez on bet imoret. Hag an disent en deus heuliet hent e galon.


Mibien an diavaezidi a adsavo da vogerioù hag o rouaned a vo da servijerien, rak em fulor em boa skoet warnout, met em zrugarez em eus truez ouzhit.


Evit un nebeud amzer he deus pobl da santelezh perc'hennet, hag hon enebourien o deus mac'het da santual.


Ni a zo evel ar re na'c'h eus biskoazh renet warno, evel ar re n'int ket anvet eus da anv.


Lavaret en devoa: Ya, va fobl ez int, mibien na vint ket disleal! Hag eo bet o salver.


Va c'hastiz, AOTROU, koulskoude dre vuzul, nann hervez da gounnar, gant aon na'm c'hasfes da netra.


Kae ha youc'h ar c'homzoù-mañ etrezek an hanternoz, lavar: Distro, Israel an adfeilherez, eme an AOTROU, ha ne rin ket kouezhañ va c'hounnar warnoc'h, rak trugarezus on, eme an AOTROU, ne virin ket va c'hounnar da viken.


An ezañs a ginnigec’h e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem, c'hwi, ho tadoù, ho rouaned, ho pennoù ha pobl ar vro, hag-eñ n'en deus ket bet soñj anezhañ an AOTROU? Ha n'eo ket aet betek e galon?


An Aotrou en deus kasaet e aoter hag taolet kuit e santual. Lakaet en deus mogerioù e balezioù en daouarn an enebour. Graet o deus trouz e ti an AOTROU, evel d'un deiz gouel.


en abeg da venez Sion hag a zo glac'haret, ken e pourmen al lern warnañ.


Perak ec'h ankounac'hafes ac'hanomp da viken? Perak e tilezfes ac'hanomp ken pell?


Hag hon taolet kuit ez pefe da viken? Ha fuloret e vefes a-enep deomp dreist?


Ne lakaio ken ti Israel e fiziañs enni, hag o devo soñj eus o direizhder pa droent etrezek enni. Hag e ouezint ez on me an Aotrou AOTROU.


Lakaat a rin ho kêrioù didud, distrujañ a rin ho santualioù ha ne ruflin ken c’hwezh hoc’h ezañs,


AOTROU, klevet em eus ar pezh ac'h eus roet da glevout. Leuniet on a aon. AOTROU, e-pad ar bloavezhioù, laka da oberenn da advevañ! E-pad ar bloavezhioù, ro-hi da vezañ anavezet! Ez kounnar, az pez soñj da gaout truez!


Mar lavar Edom: Distrujet omp, met adsevel a raimp an dismantroù! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sevel a raint, met me a ziskaro, hag e vint anvet: bro an drougiezh, ar bobl ma'z eo kounnaret an AOTROU en hec'h enep da viken.


Ar re-se a zo feunteunioù hep dour, koumoul kaset kuit gant un avel-dro, dic’houloù an deñvalijenn a zo lakaet a-du evito da viken.


An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan