Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 64:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Pa rejout traoù spontus na c'hortozemp ket, te a ziskennas hag ar menezioù a vrañsellas dirazout.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 64:3
16 Iomraidhean Croise  

Ha bez' ez eus war an douar ur vroad heñvel ouzh da bobl, heñvel ouzh Israel, a zo bet dasprenet gant Doue evit ober anezhi e bobl, evit ober dezhañ un anv, hag evit ober ez keñver hag e-keñver da vro traoù bras ha spontus, en ur gas kuit dirak da bobl ac'h eus dasprenet evidout eus an Ejipt, broadoù hag o doueoù?


traoù burzhudus e bro Cham, ha traoù spontus war ar Mor Ruz.


Lavarit da Zoue: Pegen burzhudus eo da oberennoù! En abeg da vraster da nerzh, da enebourien a zeuio da blegañ dirazout.


Deuit ha gwelit oberennoù Doue. Burzhudus eo er pezh a ra e-keñver mibien an dud.


O Doue, pa'z out aet a-raok da bobl, pa ec'h eus kerzhet er gouelec'h,  Ehan


Grit gouestloù hag o sevenit d'an AOTROU ho Toue. Ra zegaso an holl re a zo en-dro dezhañ profoù d'an Hini burzhudus.


Eñ a respontas: Setu e ran un emglev. Ober a rin dirak da holl bobl burzhudoù n'int ket bet graet war an douar holl ha nag e-touez pobl ebet. An holl bobl a welo oberenn an AOTROU , rak ar pezh ez an d'ober ganit a vo un dra spontus.


Setu perak fulor an AOTROU en em danas a-enep e bobl, astennet en deus e zorn warno ha skoet ganto, ar menezioù o deus krenet, o c'horfoù marv a oa evel teil e-kreiz ar straedoù. En desped da gement-se e fulor ne harz ket, e zorn a chom bepred astennet.


O! Ma tigorfes an neñvoù ha ma tiskennfes, ar menezioù a vrañsellfe dirazout,


Dont a ra Doue eus Teman, dont a ra ar Sant eus Menez Paran.  Ehan  E Veurded a c'holo an neñvoù, hag e veuleudi a leugn an douar.


Chom a ra a sav, hag e vuzuilh an douar; sellout a ra, hag e laka ar broadoù da grenañ. Ar menezioù peurbadus a zo bruzunet, ar c'hrec'hiennoù kozh-kenañ a zo izelaet. E hentoù a zo a-holl-viskoazh.


Eñ eo da veuleudi, eñ eo da Zoue, eñ eo an hini en deus graet ez keñver an traoù bras ha spontus o deus gwelet da zaoulagad.


Hag-eñ ez eus esaeet un doue dont da gemer e-unan ur bobl a-greiz ur bobl all dre amprouennoù, sinoù, mirakloù ha stourmadegoù, dre un dorn kreñv hag ur vrec'h astennet, ha dre spontoù bras, evel kement en deus graet an AOTROU ho Toue en Ejipt dindan ho taoulagad?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan