Izaia 64:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
2 hag evel ma krog an tan er c'hoad sec'h ha ma laka an tan an dour da virviñ, e rofes da anavezout da anv da'z enebourien, hag ar broadoù a grenfe dirazout!
Perak e lavarfe ar broadoù: Pelec'h emañ o Doue? Ra en em ziskouezo dirak hon daoulagad, e-touez ar broadoù, veñjañs gwad da servijerien a zo bet skuilhet!
Hag e kaletain kalon Faraon hag ez aio war o lerc'h, met me a vo enoret war-bouez Faraon ha war-bouez e holl armead; an Ejipsianed a anavezo ez on-me an AOTROU . Hag e rejont evel-se.
Sevel a raio an AOTROU evel e menez Perazim, e kounnaro evel e traonienn Gabaon, evit ober e labour, e labour dizanavez, hag evit kas da benn e oberenn, e oberenn zivoas.
Hag ar gêr-mañ a vo evidon un abeg a levenez, a veuleudi hag a c'hloar, dirak holl vroadoù an douar, a anavezo an holl vadoberoù a rin dezho, hag a vo spouronet ha spontet eus an holl vadoberoù hag an holl verzh a roin dezho.
Ha ne zoujot ket ac'hanon, eme an AOTROU, ha ne grenot ket dirazon? Me am eus lakaet an traezh evel harz d'ar mor, dre ur reolenn beurbadus na dremeno ket. E goummoù a fiñv met dic'halloud int, krozal a reont met ne dremenint ket dreist.
E dreid en em zalc’ho, en deiz-se, war Venez an Olived, a zo dirak Jeruzalem, er sav-heol. Ha Menez an Olived a faouto dre e greiz, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, hag e vo un draonienn vras-meurbet. Un hanter eus ar menez a yelo war-zu an hanternoz, hag an hanter all war-zu ar c’hreisteiz.
Adal hiziv ez an da skuilhañ spont hag aon ac'hanout war ar pobloù dindan an neñv a-bezh, en doare ma krenint ha ma vint spontet o klevout komz diwar da benn.