Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 61:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 O gouenn a vo anavezet e-touez ar broadoù, hag o diskennidi e-touez ar pobloù. Ar re holl o gwelo a anavezo anezho evit ur ouenn benniget gant an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 61:9
15 Iomraidhean Croise  

Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez, dre ma ec'h eus sentet ouzh va mouezh.


Laban a lavaras: Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, rak anavezet em eus penaos en deus va benniget an AOTROU abalamour dit,


An AOTROU a roio deoc'h madoù, deoc'h ha d'ho pugale.


Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit. Degas a rin da rummad eus ar sav-heol, dastum a rin da lignez eus ar c'huzh-heol.


Skuilhañ a rin doureier war an hini en deus sec'hed, ha stêrioù war an douar disec'h. Skuilhañ a rin va Spered war da lignez, ha va bennozh war da ziskennidi.


Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.


Ne labourint ken en aner, ne c'hanint ken evit ar spouron, rak lignez venniget an AOTROU e vint, hag o diskennidi ganto.


Rak evel ma pado dirazon an neñvoù nevez hag an douar nevez emaon o krouiñ, eme an AOTROU, evel-se e pado ho lignez hag hoc'h anv.


Evel-henn e komz an AOTROU: Kanit gant levenez evit Jakob, youc'hit evit penn ar broadoù! Roit da glevout, meulit ha lavarit: AOTROU, dieub da bobl, an nemorant eus Israel!


Hag evel ma oac'h ur vallozh e-touez ar broadoù, ti Juda hag Israel, evel-se e savetein ac'hanoc'h hag e viot ur vennozh. N'ho pet ket aon, ha ra gennerzho ho taouarn!


An holl vroadoù a lavaro ez oc'h eürus, rak c'hwi a vo ur vro a levenez, eme AOTROU an armeoù.


Doue a lavaras da Valaam: N'i ket ganto, ne villigi ket ar bobl-mañ rak benniget eo.


Evidoc’h eo da gentañ en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d’ho pennigañ, evit tennañ pep hini ac’hanoc’h eus e fallagriezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan