Izaia 61:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
7 E-lec'h ho mezh ho po ul lod doubl, hag e-lec'h drouklamm e vint laouen en o lod. Evel-se en o bro e perc'hennint an doubl, hag o devo ul levenez peurbadus.
Pa voent tremenet, Elia a lavaras da Elizea: Goulenn ar pezh a fell dit a rafen evidout, a-raok ma vin lamet diganit. Elizea a lavaras: Ra vo warnon, mar plij, ur muzul daougement eus da spered.
Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.
Komzit ouzh Jeruzalem hervez he c'halon, ha youc'hit dezhi ez eo echuet hec'h amzer a vrezel, ez eo pardonet he direizhder, hag he deus bet digant dorn an AOTROU div wech ar boan eus he mankoù.
Dasprenidi an AOTROU a zistroio hag a zeuio da Sion gant kanaouennoù trec'h. Ul levenez peurbadus a vo war o fennoù, bez' e vo joa ha levenez ganto, hag e tec'ho kuit ar glac'har hag an hirvoudoù.
Na'z pez ket aon, ne vi ket dismegañset ha ne vi ket mezhekaet, rak ne vi ken displetaet, met ec'h ankounac'hai mezh da yaouankiz, ne'z po ken a soñj eus dismegañs da intañvelezh.
Neuze evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, va servijerien a zebro ha c'hwi ho po naon, va servijerien a evo ha c'hwi ho po sec'hed, va servijerien a vo er joa ha c'hwi a vo er vezh,
Setu, en amzer-se em bo d'ober gant da holl waskerien. Dieubiñ a rin ar gammed, dastum a rin a re a zo bet kaset kuit. Hag e rin anezho un abeg a veuleudi hag a enor en holl vroioù ma'z int bet dismegañset enno.
Rak an had a raio berzh, ar winienn a roio he frouezh, an douar a roio e broduadur, an neñvoù a roio o glizh, ha lakaat a rin nemorant ar bobl-mañ da berc'hennañ an holl draoù-se.
Anavezout a raio mab an hini gasaet evit ar c'hentañ-ganet, hag e roio dezhañ ul lodenn doubl eus ar pezh en devo, rak hemañ eo frouezh kentañ e nerzh, an henañded a vo dezhañ.