Izaia 61:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
6 C'hwi a vo anvet aberzhourien an AOTROU, hag e vo graet ac'hanoc'h servijerien hon Doue. Hag e tebrot pinvidigezhioù ar broadoù, hag e viot goloet eus o gloar.
Hag he madoù hag he gounid a vo santelaet d'an AOTROU. Ne vint ket berniet na miret. He madoù a vo evit a re a zo o chom dirak an AOTROU, evit m'o devo o gwalc'h da zebriñ ha ma en em wiskint gant dilhad a-zibab.
Mibien an diavaeziad en em stag ouzh an AOTROU d'e servijout, ha da garout anv an AOTROU evit bezañ e servijerien, ar re holl a vir ar sabad hep e zisakrañ, hag en em stag ouzh va emglev,
Rak evel-henn e komz an AOTROU: Mont a ran da lakaat ar peoc'h da ruilhañ etrezek enni evel ur stêr, ha gloar ar broadoù evel ur froud o tic'hlannañ. Hag e viot bronnet, douget war an divrec'h ha kañjolet war an daoulin.
evit ma ne bellaio ken ti Israel diouzhin, ha ma n'en em saotro ken dre o holl disentidigezh, met ma vint va fobl ha ma vin o Doue, eme an Aotrou AOTROU.
Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez’ on muioc’h c’hoazh, kalz muioc’h el labourioù, kalz muioc’h er goulioù, muioc’h er prizonioù, alies e riskl ar marv,
C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.
Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,
Eürus ha santel an hini en deus lod er gentañ adsavidigezh. An eil marv n’en deus galloud ebet warno, met aberzhourien e vint da Zoue ha da Grist, hag e renint gantañ e-pad mil bloavezh.