Rak ni a zo sklaved, ha koulskoude hon Doue n'en deus ket hol lezet er sklavelezh, met lakaet en deus ac'hanomp da gavout trugarez dirak rouaned Persia, o reiñ deomp buhez evit sevel ti hon Doue, adsevel e rivinoù, hag evit reiñ deomp ur voger e Juda hag e Jeruzalem.
Da re a adsavo dismantroù kozh, te a adaozo diazezoù rivinet abaoe ar rummadoù tremenet, anvet e vi an dreser freuzoù, an adaozer hentoù, evit ma vo kevannezus ar vro.
Kri c'hoazh o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Va c'hêrioù a vo c'hoazh leun a vadoù, hag an AOTROU a frealzo c'hoazh Sion, hag a zibabo c'hoazh Jeruzalem.