Abalamour da-se, setu ar pezh a lavar an Aotrou, AOTROU an armeoù, Galloudeg Israel: A! Plijadur am bo eus va stourmerien, hag en em veñjiñ a rin eus va enebourien!
Lonkañ a raio ar marv en trec'h; an Aotrou AOTROU a sec'ho an daeroù diwar an holl zremmoù, hag a lakaio dismegañs e bobl da dec'hout kuit a-ziwar an douar holl, rak an AOTROU en deus komzet.
Lavarit d'ar re nec'het o c'halon: Bezit kadarn, n'ho pet ket aon, setu ho Toue, ar veñjañs a zeuio, daskor Doue; dont a raio e-unan hag e tieubo ac'hanoc'h.
Evel-henn e komz an AOTROU: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus en deiz ar silvidigezh; da ziwall a rin, da lakaat a rin da vezañ va emglev gant ar bobl, evit adsevel ar vro, evit lodennañ an hêrezhioù dismantret,
Hag eo hennezh ar yun a fell din en deiz ma c'hlac'har un den e ene? Plegañ e benn evel ur vroenenn, gourvez war ar sac'h hag al ludu? Hag ec'h anvi kement-se ur yun, un deiz dereat d'an AOTROU?
Gwelout a reot kement-se, hag ho kalon a laouenaio, hoc'h eskern a vleunio evel ar geot, dorn an AOTROU a vo anavezet gant e servijerien, hag e gounnar gant e enebourien.
Neuze ar werc'hez a laouenaio e korolloù, an dud yaouank hag ar re gozh a-gevret, hag e troin o c'hañv e levenez, o frealziñ a rin, o laouenaat a rin goude o glac'har.
An deiz-mañ a zo d'an AOTROU, da AOTROU an armeoù, un deiz a veñjañs evit en em veñjiñ eus e enebourien. Ar c'hleze a lonko hag en devo e walc'h, hag en em vezvo gant o gwad, rak un aberzh a vo d’an Aotrou AOTROU an armeoù e bro an hanternoz, war ribl stêr Eufratez.
rak eñ a lavar: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus e deiz ar silvidigezh. Setu bremañ an amzer dereat, setu bremañ deiz ar silvidigezh.
o virout ouzhimp da gomz d’ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniañ dre-se bepred muioc’h muzul o fec’hedoù. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin.