Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 61:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Evel ma laka an douar da vountañ e ziwan, evel ma laka ul liorzh da greskiñ ar pezh a hader enni, evel-se an Aotrou AOTROU a lakaio ar reizhder hag ar veuleudi da greskiñ dirak an holl vroadoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 61:11
24 Iomraidhean Croise  

Doue a lavaras: Ra broduo an douar glasvez, geot o tougen had, gwez-frouezh o tougen o frouezh hervez o rumm hag o devo o had enno o-unan war an douar. Hag evel-se e voe.


Ar gwinizh a fonno er vro, war lein a menezioù. E frouezh a drouzo evel al Liban. Ar bobl a vleunio er c'hêrioù evel geot an douar.


Ar menezioù hag an torgennoù a roio ar berzh d'ar bobl, dre an ober eus da reizhder.


Ar vadelezh hag ar wirionez a zo en em gavet an eil gant eben, ar reizhder hag ar peoc'h o deus en em boket.


Sav, avel-sterenn, ha deus, avel-greisteiz! C'hwezhit war va liorzh evit ma vo laosket e c'hwezh-vat! Ra zeuio va muiañ-karet en e liorzh, ha ra zebro e frouezh e-touez ar re wellañ.


En deiz-se e vo diwan an AOTROU kaer ha glorius, ha frouezh an douar brav ha dispar, evit ar re a zo en em dennet eus Israel.


Touet em eus drezon va-unan, hag ar gomz deuet eus va genoù a zo gwirion, ne vo ket torret: Pep glin a blego ha pep teod a douo dirazon.


Lavaret e vo ac'hanon: Ar reizhder hag an nerzh a zo d'an AOTROU hepken. Dezhañ e teuio, mezhekaet, ar re holl a oa kounnaret outañ.


Neñvoù, skuilhit ar glizh eus an nec'h, ra lakaio ar c'houmoul da zeverañ ar reizhder, ra zigoro an douar da zougen frouezh ar silvidigezh, ra ziwano ar reizhder ganti! Me an AOTROU a grou kement-se.


Lakaat a ran va reizhder da dostaat, n'emañ ket pell, va silvidigezh ne zaleo ket. Lakaat a rin e Sion va silvidigezh hag en Israel va gloar.


O! Ma vijes evezhiek ouzh va gourc'hemennoù! Da beoc'h a vije evel ur stêr, ha da reizhder evel gwagennoù ar mor,


An AOTROU a reno ac'hanout dalc'hmat, e walc'h a roio da'z ene er sec'hded, reiñ a raio nerzh da'z eskern, hag e vi evel ul liorzh douraet, evel ur vammenn ha na vank ket he doureier.


Ne vo ken klevet komz eus feulster ez pro, nag eus gwastoù nag eus distruj e-barzh da harzoù, met envel a ri da vogerioù: Silvidigezh, ha da zorojoù: Meuleudi.


Ar re eus da bobl a vo holl reizh, perc'hennañ a raint ar vro da viken. Ar vroustenn am eus plantet eo, labour va daouarn, evit ma kavin gloar enni.


Abalamour da Sion ne davin ket, abalamour da Jeruzalem ne chomin ket peoc'h, betek ma en em ziskouezo e reizhder evel tarzh-an-deiz, hag e silvidigezh evel ul lamp enaouet.


Neuze ar broadoù a welo da reizhder, hag an holl rouaned da c'hloar, hag e vi galvet dre un anv nevez, en devo genoù an AOTROU disklêriet.


ha na roit ket diskuizh dezhañ ken n'en devo adsavet Jeruzalem, ken n'en devo graet anezhi ur veuleudi war an douar.


An hini en deus degemeret an had en douar mat, eo an hini a glev ar ger, en kompren hag a zoug frouezh, ur c’hreunenn a ro kant, unan all tri-ugent, unan all tregont.


Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù hag e lavaras: Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ.


Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh, ur c’hreunenn kant, unan all tri-ugent, unan all tregont.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan