Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 61:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 61:10
52 Iomraidhean Croise  

Ar servijer a dennas traoù arc'hant, traoù aour ha dilhad, hag o roas da Rebeka. Reiñ a reas ivez traoù prizius d'he breur ha d'he mamm.


Bremañ eta, va Doue, sav ha deus da lec'h da ziskuizh, te hag arc'h da nerzh. AOTROU Doue, ra vo da aberzhourien gwisket a silvidigezh, ha ra laouenaio da re garet mat en o eurvad.


Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.


Gwiskañ a raen ar reizhder, va dilhad e oa, va eeunder a oa va mantell ha va zog.


Me a wisko a silvidigezh e aberzhourien, hag e re leal a gano gant ul levenez vras.


Ra vo da aberzhourien gwisket a reizhder, ha ra gano da re garet-mat gant levenez!


An AOTROU a zo va nerzh ha va skoed. Va c'halon en deus fiziet ennañ hag on bet sikouret. Va c'halon ivez a zo laouenaet, hag e veulan anezhañ dre va c'hanennoù.


Ha va ene a laouenaio en AOTROU hag a drido en e zieubidigezh.


Koant eo da zivjod gant o bragerizoù, ha da c'houzoug gant e gelc'hennoù.


En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.


Setu, Doue eo va silvidigezh. Fiziañs am bo ha ne'm bo ket aon, an AOTROU, an AOTROU, eo va nerzh ha va meuleudi, ha bet eo va Salver.


Ankounac'haet ec'h eus Doue da silvidigezh, ne'c'h eus ket bet soñj eus roc'h da nerzh, hag en abeg da-se e plantez plantennoù plijus hag e hadez bodoù estren.


AOTROU, te eo va Doue! Da ganmeuliñ a rin, meuliñ a rin da anv, rak traoù burzhudus ac'h eus graet, da vennadoù bet divizet abaoe pell 'zo a zo sur ha gwirion.


En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennañ, hag e saveteo ac'hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennañ, tridomp a levenez ha laouenaomp eus e silvidigezh.


Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.


O gwentañ a ri, an avel o c'haso anezho, ar barr-amzer o stlabezo. Ha te a laouenaio en AOTROU, hag e kavi da c'hloar e Sant Israel.


O! Ma vijes evezhiek ouzh va gourc'hemennoù! Da beoc'h a vije evel ur stêr, ha da reizhder evel gwagennoù ar mor,


Sav da zaoulagad en-dro dit, sell, holl en em zastumont, dont a reont da'z kavout. Me a zo bev, eme an AOTROU, te en em wisko ganto holl evel gant bragerizoù, te en em c'hourizo ganto evel ur wreg yaouank.


Ha me am eus lavaret: Labouret em eus en aner, kuzumet em eus didalvoud hag hep frouezh, met va gwir a zo gant an AOTROU, ha va gopr e-kichen va Doue.


Dasprenidi an AOTROU a zistroio hag a zeuio da Sion gant kanaouennoù trec'h. Ul levenez peurbadus a vo war o fennoù, bez' e vo joa ha levenez ganto, hag e tec'ho kuit ar glac'har hag an hirvoudoù.


Rak an AOTROU a frealzo Sion, frealziñ a raio he lec'hioù glac'haret, ober a raio un Eden gant he gouelec'h, hag ul liorzh eus an AOTROU gant he douaroù disec'h. Joa ha levenez en em gavo en he c'hreiz, gant meuleudioù ha kanaouennoù.


Dihun! Dihun! Gwisk da nerzh, Sion! Gwisk dilhad da c'hloar, Jeruzalem kêr santel! Rak hiviziken ned aio ket ennout ar re ziamdroc'h hag ar re zic'hlan.


o degasin a rin ivez da'm menez santel, hag e roin levenez dezho em zi a bedenn; o loskaberzhoù hag o aberzhoù a vo degemeret mat wat va aoter, rak va zi a vo anvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù.


neuze e kavi plijadurioù en AOTROU, me a lakaio ac'hanout da varc'hegañ dreist lec'hioù uhel an douar, hag e vagin ac'hanout gant hêrezh Jakob da dad, rak genoù an AOTROU en deus komzet.


evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.


Laouenait ha bezit el levenez da viken en abeg d'ar pezh emaon o krouiñ. Rak setu, emaon o krouiñ Jeruzalem evit al levenez hag he fobl evit ar joa.


Ar werc'hez, hag ec'h ankounac'hafe he dilhad kaer, hag ar wreg yaouank he braveri? Va fobl he deus ankounac'haet ac'hanon e-pad deizioù diniver.


Pa vo deuet an aberzhourien e-barzh, ned aint ket eus al lec'h santel d'al leurenn diavaez, met eno e lezint o dilhad ma reont ar servij ganto, rak santel int, hag e wiskint dilhad all evit tostaat ouzh ar bobl.


Koulskoude me a vo laouen en AOTROU, me a drido e Doue eus va silvidigezh.


Efraim a vo evel un den kadarn; o c'halon a vo laouen evel dre ar gwin. O mibien en gwelo hag a laouenaio, o c'halon a sartaio en AOTROU.


Ha me a lavar: Ra vo lakaet un diarenn naet war e benn! Hag e voe lakaet un diarenn naet war e benn, ha gwisket dezhañ dilhad. Ael an AOTROU en em zalc'he eno.


Met an tad a lavaras d’e vevelien: Degasit ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ, lakait ur walenn ouzh e viz ha botoù en e dreid.


Ha gwiskit an Aotrou Jezuz-Krist, na selaouit ket ar c’hig en e zroukc’hoantoù.


rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.


reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n’eus diforc’h ebet,


N’eo ket kement-se hepken, met c’hoazh e kavomp gloar e Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, hon eus resevet bremañ an adunvanidigezh drezañ.


c’hwi-holl hag a zo bet badezet e Krist, hoc’h eus gwisket Krist warnoc’h.


ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.


En em laouenait bepred en Aotrou, henn lavarout a ran adarre, en em laouenait.


Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c’hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius,


Ha me Yann, a welas ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neñv, eus kichen Doue, fichet evel ma’z eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried.


Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf leun gant ar seizh gouli diwezhañ a zeuas da’m c’havout hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, me a ziskouezo dit ar bried yaouank, gwreg an Oan.


En-dro d’an tron e oa pevar dron warn-ugent, hag e welis war an tronioù-se pevar henaour warn-ugent azezet, gwisket gant dilhad gwenn, gant kurunennoù aour war o fennoù.


Neuze Anna a bedas hag a lavaras: Va c'halon a laouena en AOTROU , va c'horn a zo savet gant an AOTROU , va genoù a zigor a-enep va enebourien, dre ma'z on laouen ez silvidigezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan