Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 61:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar galon flastret, evit embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het hag ar frankiz d'ar re doullbac'het,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 61:1
55 Iomraidhean Croise  

rak en devo sellet eus lec'h uhel e santelezh, hag en devo eus an neñvoù taolet e zaoulagad war an douar,


a yac'ha ar re o deus ar c'halon flastret, hag a lien o goulioù.


Rak an AOTROU a gav e blijadur en e bobl, hag e roio gloar d'ar re izel gant e silvidigezh.


Me am eus santelaet va roue war Sion, va menez santel.


Meulet e vi ganin er vodadeg vras; peurober a rin va gouestloù dirak ar re a zouj ac'hanout.


Lakaat a raio ar re izel da gerzhout er wirionez, kelenn a raio e hent d'ar re izel.


Pa gri ar re reizh, an AOTROU a selaou anezho, hag e tieub anezho eus o holl enkrezioù.


Da dron, o Doue, a chom dalc'hmat ha da viken! Gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder.


Aotrou, digor va muzelloù, ha va genoù a embanno da veuleudi.


Doue a ro un tiegezh d'ar re a oa o-unan, dieubiñ a ra ar re zalc'het hag o laka er frankiz, met ar re zisent a zo o chom el lec'hioù sec'h.


Kement-se a blijo gwelloc'h d'an AOTROU eget ur c'hole, eget ul leue o kaout kerniel hag an ivin rannet.


Hag e wiski ganto Aaron da vreur hag e vibien gantañ; hag o olevi, o gouestli, o santelai, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien.


Kemer a ri eoul an oleviadur a skuilhi war e benn, hag ec'h olevi anezhañ.


Ar re a zo hegarat o devo en AOTROU levenez war levenez, hag ar beorien a-douez an dud a laouenaio e Sant Israel.


Rak ne oueli ket ken, pobl Sion hag a zo o chom e Jeruzalem; ober a raio trugarez dit pa grii, adalek ma klevo ac'hanout, e selaouo ouzhit.


Sklêrijenn al loar a vo evel sklêrijenn an heol, ha sklêrijenn an heol a vo seizh gwech vrasoc'h, evel sklêrijenn seizh deiz, pa lieno an AOTROU gouli e bobl, ha pa bareo ar gloazioù graet dre e daolioù.


Binvioù an toueller a zo fall; korvigelloù a ijin evit koll gant gevier ar re c'hlac'haret, zoken pa gomz reizh ar paour.


Pign war ur menez uhel, te hag a embann keloù mat da Sion, sav da vouezh gant nerzh, te hag a embann keloù mat da Jeruzalem, sav anezhi, na'z pez ket aon, lavar da gêrioù Juda: Setu ho Toue!


Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.


evit digeriñ daoulagad an dalled, evit tennañ eus ar prizon ar re zalc'het hag eus an toull-bac'h ar re a zo o chom en deñvalijenn.


Tostait ouzhin ha selaouit kement-mañ: Abaoe ar penn-kentañ ne'm eus ket komzet e kuzh, abaoe m'eo c'hoarvezet an dra edon eno. Ha bremañ an Aotrou AOTROU hag e Spered a gas ac'hanon.


evit lavarout d'ar re zalc'het: It er-maez! ha d'ar re a zo en deñvalijenn: En em ziskouezit! Peuriñ a raint a-hed an hentoù, hag e kavint pradennoù war an holl grec'hiennoù.


Pegen kaer eo war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, a embann ar peoc'h, a zegas keleier mat diwar-benn ar gwellañ, a embann ar silvidigezh, hag a lavar da Sion: Emañ da Zoue o ren!


Laoskit a-gevret kriadennoù a levenez, o dismantroù Jeruzalem! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl ha dasprenet Jeruzalem.


Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.


Gwelet em eus e hentoù, yac'haat a rin anezhañ, me a reno anezhañ hag a roio frealz dezhañ ha d'e re a vo er c'hañv.


Hag evidon-me setu an emglev a rin ganto, eme an AOTROU, va Spered hag a zo warnout ha va c'homzoù am eus lakaet ez kenoù, ned aint ket kuit eus da c'henoù nag eus genoù da lignez, nag eus genoù lignez da lignez, eme an AOTROU, adalek bremañ ha da viken.


Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude ma reas ar roue Sedesia un emglev gant holl bobl Jeruzalem, evit embann ar frankiz en o zouez,


Goude ma voe cheñchet e zilhad prizonier dezhañ, e tebras dalc'hmat dirazañ e-pad holl amzer e vuhez.


Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.


Deuit, distroomp d'an AOTROU. Rak roget en deus, met yac'haat a raio ac'hanomp, skoet en deus, met lienañ a raio hor goulioù.


Hennezh eo al lodenn a roio an oleviadur da Aaron hag an oleviadur d’e vibien diwar ar profoù graet dre an tan dirak an AOTROU, adalek an deiz ma vint gouestlet da’m servij evel aberzhourien.


Met me a zo leun a nerzh, a Spered an AOTROU, a varnedigezh hag a galon, evit disklêriañ da Jakob e dorfed ha da Israel e bec'hed.


ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.


Goude ma oa bet badezet, Jezuz a savas raktal eus an dour. Ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ.


Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc’h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.


Eñ a gavas da gentañ e vreur e-unan, Simon, hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus ar Mesiaz, da lavarout eo ar C’hrist.


rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.


penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.


da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.


Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da’z servijer santel Jezuz, an hini ac’h eus olevet


Rak an Aotrou eo ar Spered, hag e-lec’h ma’z emañ Spered an Aotrou, eno emañ al librentez.


Met Doue a frealz ar re a zo dinerzhet, hor frealzet en deus dre zonedigezh Tit,


karet ec’h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan