Izaia 60:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
4 Sav da zaoulagad en-dro dit ha sell: an holl en em zastum hag e teuont da'z kavout, da vibien a zeu a-ziabell, da verc'hed a zo douget war an divrec'h.
Ar pobloù a gemero anezho, hag o degaso en-dro d'o bro. Ti Israel o ferc'henno war douar an AOTROU evel servijerien hag evel servijerezed. Kas a raint en dalc'herezh ar re o doa o dalc'het, hag e vestroniint war ar re o doa o gwasket.
Me an AOTROU am eus da c'halvet evit ar reizhder; kregiñ a rin ez torn, da ziwall a rin, me a raio dit bezañ un emglev d'ar bobl, ur sklêrijenn d'ar broadoù,
Sav da zaoulagad en-dro dit, sell, holl en em zastumont, dont a reont da'z kavout. Me a zo bev, eme an AOTROU, te en em wisko ganto holl evel gant bragerizoù, te en em c'hourizo ganto evel ur wreg yaouank.
Hag e tegasint hoc'h holl vreudeur a-douez an holl vroadoù evel ur prof d'an AOTROU, war gezeg, war girri, war leterioù, war vuled, war zremedaled, da'm menez santel, da Jeruzalem, eme an AOTROU, evel ma tegas mibien Israel ur prof en ul lestr glan da di an AOTROU.
Te eta, va servijer Jakob, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, na spont ket, Israel! Rak setu, e tieubin ac'hanout eus an douar pell, ha da lignez eus bro an harlu. Hag e tistroio Jakob, hag e vo sioul hag e peoc'h, ha ne vo den da spontañ anezhañ.
Hag e lakain da zistreiñ harluidi va fobl Israel, hag e savint ar c'hêrioù gwastet hag e chomint enno, hag e plantint gwini, hag ec'h evint gwin diouto, hag e raint liorzhoù, hag e tebrint frouezh diouto.
Evel-se e lavaran deoc’h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c’huzh-heol hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù gant Abraham, Izaak ha Jakob,
Ha ne lavarit ket ez eus c’hoazh pevar miz ac’han d’an eost? Setu, me a lavar deoc’h: Savit ho taoulagad ha sellit ouzh ar maezioù a wenna dija evit an eost.