Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.
Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.
Mar bez lavaret dismegañsoù deoc’h abalamour da anv Krist, eürus oc’h, rak ar Spered a c’hloar, Spered Doue, a zo warnoc’h. Mallozhet eo ganto, met resev a ra gloar diganeoc’h.
Liesaet ec'h eus ar vroad, kresket ec'h eus he levenez, laouenaat a reont dirazout, evel ma laouenaer da vare an eost, evel ma youc'her gant levenez o lodennañ an diwisk.
Ha setu ar varnedigezh: ar sklêrijenn a zo deuet er bed hag an dud o deus karet muioc’h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.
War holl dachennad Menez Sion, ha war e vodadegoù, e krouo an AOTROU ur goabrenn hag ur vogedenn e-pad an deiz, ha sked un tan flammus e-pad an noz, rak ar c'hloar a warezo an holl.
Bleuniañ a raio e-leizh hag e laouenaio, leuskel a raio kriadennoù a levenez ha kanaouennoù trec'h. Gloar al Liban a vo roet dezhañ, gant splannder ar C'harmel ha Saron. Gwelout a raint gloar an AOTROU ha splannder hon Doue.
Me an AOTROU am eus da c'halvet evit ar reizhder; kregiñ a rin ez torn, da ziwall a rin, me a raio dit bezañ un emglev d'ar bobl, ur sklêrijenn d'ar broadoù,
Abalamour da Sion ne davin ket, abalamour da Jeruzalem ne chomin ket peoc'h, betek ma en em ziskouezo e reizhder evel tarzh-an-deiz, hag e silvidigezh evel ul lamp enaouet.