Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 6:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Hag e lavaras: Kae ha lavar d'ar bobl-se: Klevout a rit, ya, met ne gomprenot ket, gwelout a rit, ya, met n'anavezot ket.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 6:9
21 Iomraidhean Croise  

Ar re zrouk ne gomprenont ket ar varnedigezh, met ar re a glask an AOTROU a gompren pep tra.


Setu perak komz an AOTROU a vo dezho kemenn war gemenn, kemenn war gemenn, reolenn war reolenn, reolenn war reolenn, un tamm amañ, un tamm aze, evit ma kouezhint war o c'hein en ur gerzhout ha ma vint torret, evit ma kouezhint en ur stign ha ma vint paket.


Rak an AOTROU en deus skuilhet warnoc'h ur spered a vorgousk, serret en deus ho taoulagad, lakaet en deus ur ouel war ar brofeded, war ar renerien, war an diouganerien.


Lavaret en deus an AOTROU: Dre ma tosta ar bobl-mañ ouzhin gant o genoù, dre ma enor ac'hanon gant o muzelloù, met diouzhin e pellaont o c'halon, ha dre ma'z eo kelennet o doujañs ouzhin dre c'hourc'hemennoù tud,


en abeg da-se e kendalc'hin d'ober burzhudoù e-keñver ar bobl-mañ, burzhudoù ha mirakloù, ha furnez ar re fur a vo kaset da get, ha skiant ar re skiantek a vo kaset da netra.


Gwelout a rit kalz a draoù met ne daolit ket evezh, ho tivskouarn a zo digor met ne glevit netra.


Ra vo lakaet da zont er-maez ar bobl dall hag o deus daoulagad, ar re vouzar hag o deus divskouarn.


Selaou eta kement-mañ, pobl sot ha diboell: Daoulagad hoc'h eus ha ne welit ket, divskouarn hoc'h eus ha ne glevit ket.


Mab an den, emaout o chom e-touez un ti disent, daoulagad o deus evit gwelout ha ne welont ket, divskouarn o deus evit klevout ha ne glevont ket, rak un ti disent ez int.


An AOTROU a lavaras: Galv e anv Lo-Ammi, rak n'oc'h ket va fobl ha n'on ket deoc'h.


evit o welout e welont ha n’anavezont ket, hag o klevout e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent ha na vefe pardonet dezho o fec’hedoù.


Respont a reas: Roet eo deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh Doue, met d’ar re all eo komzet dre barabolennoù, evit o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket.


Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c’halon, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.


hervez ma’z eo skrivet: Doue en deus roet dezho betek an devezh-mañ ur spered a vorgousk, daoulagad ha ne welont ket, divskouarn ha ne glevont ket.


Met an AOTROU n'en deus ket roet deoc'h ur galon evit kompren, na daoulagad evit gwelout, na divskouarn evit klevout, betek hiziv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan