Doue a lavaras: Greomp an den en hor skeudenn, hervez hon heñveledigezh, ha ra reno war besked ar mor, war laboused an neñvoù, war ar chatal, war an douar holl ha war an holl stlejviled a ruz war an douar.
An AOTROU Doue a lavaras: Setu an den a zo deuet evel unan ac'hanomp evit anaoudegezh ar mad hag an droug. Ha bremañ eveshaomp na astennfe e zorn, na gemerfe eus ar wezenn a vuhez, na zebrfe diouti ha na vevfe da viken.
Klasket on bet gant ar re na'm goulennent ket, kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, lavaret em eus d'ur vroad na oa ket anvet eus va anv: Setu-me amañ, setu-me amañ!
Pa gerzhent e kleven mouezh o eskell evel ar mouezh eus kalz a zoureier, evel mouezh an Holl-C'halloudeg, evel trouz spontus un arme. Pa baouezent, e lezent o eskell da gouezhañ.
Met n’en em lakaan e poan eus netra ha va buhez n’eo ket prizius din, gant ma peurechuin gant levenez va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz evit prezeg an Aviel eus gras Doue.