Izaia 6:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
7 Hag he stokas ouzh va genoù, hag e lavaras: Bremañ houmañ he deus stoket ouzh da vuzelloù, da zireizhder a zo lamet kuit, da bec'hed a zo dic'haouet.
Komzit ouzh Jeruzalem hervez he c'halon, ha youc'hit dezhi ez eo echuet hec'h amzer a vrezel, ez eo pardonet he direizhder, hag he deus bet digant dorn an AOTROU div wech ar boan eus he mankoù.
Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.
Met gloazet e oa en abeg d'hon drougoberoù, brevet en abeg d'hon direizhder; ar c'hastiz a ro deomp ar peoc'h a zo bet warnañ, ha dre e c'houlioù ez omp yac'haet.
Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.
Ha setu, unan bennak heñvel ouzh mibien an den a stokas ouzh va muzelloù. Neuze e tigoris va genoù hag e komzis, o lavarout d'an hini en em zalc'he dirazon: Va aotrou, gant ar weledigezh, an enkrez a zo kroget ennon, ne'm eus ken a nerzh.
Hemañ a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar re en em zalc'he dirazañ: Lamit e zilhad lous diwarnañ. Hag e lavaras: Gwel, graet em eus da'z tireizhder mont kuit diwarnout, hag e wiskan ac'hanout gant dilhad kaer.
Moizez a lavaras da Aaron: Kemer ar podoù-glaou-bev, laka tan ennañ a-ziwar an aoter, laka c'hwezh-vat warnañ, kae buan da gavout ar vodadenn ha gra dic'haou evito, rak ar gounnar a zo aet kuit a-zirak an AOTROU ha kroget eo ar gouli.
Ha setu, e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d’an den seizet: Mab, kemer fiziañs, da bec’hedoù a zo pardonet dit.
Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.