Serafined en em zalc'he a-us dezhañ, pep hini anezho en doa c'hwec'h askell: gant div e c'holoent o dremm, gant div e c'holoent o zreid, gant div e nijent.
Hag e komzas ouzh an den gwisket gant lin o lavarout: Kae etre ar rodoù dindan ar cherubined, leugn da zaouarn a c'hlaou-bev a gemeri etre ar cherubined, hag e skuilhi anezho war gêr. Hag ez eas dirak va daoulagad.
Kemer a raio un ezañsouer leun a c’hlaou-bev a-ziwar an aoter dirak an AOTROU ha daou zornad ezañs a c’hwezh-vat poultrek, hag e tougo an traoù-se en diabarzh ar ouel.
Moizez a lavaras da Aaron: Kemer ar podoù-glaou-bev, laka tan ennañ a-ziwar an aoter, laka c'hwezh-vat warnañ, kae buan da gavout ar vodadenn ha gra dic'haou evito, rak ar gounnar a zo aet kuit a-zirak an AOTROU ha kroget eo ar gouli.
Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.