Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 6:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 6:5
33 Iomraidhean Croise  

Pa voe tremenet gantañ Peniel, an heol a savas warnañ, hag e kamme diouzh e vorzhed.


Piv eo ar roue a c'hloar-se? AOTROU an armeoù eo ar roue a c'hloar-se!  Ehan


hag e weljont Doue Israel. Dindan e dreid e oa evel un oberenn safir treuzwelus, heñvel ouzh an neñvoù o-unan en o glanded.


Neuze e lavaras: Me eo Doue da dad, Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob. Ha Moizez a guzhas e zremm, aon en doa da sellout ouzh Doue.


Hag e lavaras: Ne c'helli ket gwelout va dremm, rak an den ne c'hell ket gwelout ac'hanon ha bevañ.


Moizez a lavaras d'an AOTROU: O, Aotrou, n'on ket un den en defe ar gomz aezet, nag eus dec'h nag eus derc'hent-dec'h, nag abaoe ma komzez da'z servijer; rak va genoù ha va zeod a zo pounner.


Moizez a gomzas dirak an AOTROU hag a lavaras: Setu, mibien Israel n'o deus ket va selaouet; penaos e selaoufe Faraon ac'hanon, me hag a zo diamdroc'h a vuzelloù?


Neuze Moizez a lavaras dirak an AOTROU: Setu, me a zo diamdroc'h a vuzelloù; penaos e selaoufe Faraon ac'hanon?


Eus penn pellañ an douar hon eus klevet kanañ: Enor d'an Hini reizh! Met lavaret em eus: Kollet on! Kollet on! Gwalleur din! Ar c'hanazed a ra taolioù-ganas, ar c'hanazed a ra taolioù-ganas e-leizh!


Lavaret en deus an AOTROU: Dre ma tosta ar bobl-mañ ouzhin gant o genoù, dre ma enor ac'hanon gant o muzelloù, met diouzhin e pellaont o c'halon, ha dre ma'z eo kelennet o doujañs ouzhin dre c'hourc'hemennoù tud,


Da zaoulagad a welo ar roue en e gaerder, sellout a raint ouzh an douar er pelloù.


Rak ho taouarn a zo saotret gant gwad hag ho pizied gant direizhder, ho muzelloù a lavar gevier, ho teod a zistag fallagriezh.


Deuet omp holl da vezañ evel un den dic'hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeñvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c'has gantañ evel an avel.


Hag e lavaris: A! Aotrou AOTROU, setu, n'ouzon ket komz, rak ez on ur bugel.


Mezviñ a rin he friñsed, he furien, he gouarnerien, he fennoù, he c’hadarnidi; kousket a raint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.


Mab an den, emaout o chom e-touez un ti disent, daoulagad o deus evit gwelout ha ne welont ket, divskouarn o deus evit klevout ha ne glevont ket, rak un ti disent ez int.


Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.


Evel ma komzen, ma peden, ma'c'h anzaven va fec'hedoù ha pec'hedoù va fobl Israel, ma kinnigen va goulennoù dirak an AOTROU va Doue, evit menez santel va Doue,


Klevet em eus ha va c'hreizon a zo strafuilhet, d'ar vouezh-mañ va muzelloù a spouron. Ar breinadur a ya e-barzh va eskern, hag e krenan dindanon, dre ma tlean gortoz didrouz deiz an enkrez, pa bigno a-enep ar bobl an hini he zapo.


Mibien Israel a lavaras da Voizez: Setu e varvomp, kollet omp, kollet omp holl!


Manoak a lavaras d'e wreg: A-dra-sur emaomp o vont da vervel, rak gwelet hon eus Doue.


Gedeon a welas e oa ael an AOTROU hag a lavaras: Siwazh, Aotrou AOTROU! Rak gwelet em eus ael an AOTROU dremm ouzh dremm.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan