Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 6:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 6:13
25 Iomraidhean Croise  

Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez, dre ma ec'h eus sentet ouzh va mouezh.


Rak kemeret o deus o merc'hed evito hag evit o mibien, hag ar ouenn santel a zo bet kemmesket gant pobloù ar broioù-mañ. Ha renerien ar bobl hag ar c'houarnourien a zo bet ar re gentañ oc'h ober ar pec'hed-se.


Ha bremañ, abaoe ur pennad, an AOTROU hon Doue en deus graet trugarez deomp, hag ez eus manet ur restad ac'hanomp oc'h achap; roet en deus deomp un degemer en e lec'h santel, evit ma sklêrijenno hon Doue hon daoulagad, ha ma roio deomp un tamm buhez en hor sklavelezh.


Ma n'en dije ket AOTROU an armeoù lezet ganeomp un nemorant bihan, e vijemp deuet evel Sodom, heñvel ouzh Gomora.


Dont a raio eus kef Jese ur bount, ur vroustenn a gresko diwar e wrizioù.


An hini a vano e Sion, an hini a vo chomet en nemorant eus Jeruzalem, a vo anvet santel, ar re holl eus Jeruzalem a zo bet enskrivet da vevañ,


Koulskoude e lezin un nemorant ac'hanoc'h, a dec'ho dirak ar c'hleze e-touez ar broadoù, pa viot stlabezet e meur a vro.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ar gêr a lakae en ergerzh-brezel mil den a viro kant ganti, hag an hini a lakae en ergerzh-brezel kant den a viro dek ganti, evit ti Israel.


Touzañ a raint bro Asiria gant ar c'hleze, ha bro Nimrod en e zorojoù. Dieubiñ a raio ac'hanomp eus an Asiriad, pa zeuio en hor bro, ha pa lakaio e dreid en hon harzoù.


Lezel a rin ez kreiz ur bobl izel ha dinerzh, a lakaio he fiziañs en anv an AOTROU.


Hag e c'hoarvezo er vro holl, eme an AOTROU, ma vo lamet kuit div lodenn anezhi, hag a yelo da goll, ha ma chomo an drederenn.


Den n'en deus graet kement-se, o kaout un nemorant a spered! Ha perak an hini unan-se en deus henn graet? Klask a rae ul lignez a-berzh Doue. Taolit evezh eta ouzh ho spered, ha na vezit ket disleal e-keñver gwreg ho yaouankiz.


Ha ma ne vije ket bet berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d’ar re zibabet, an deizioù-se a vo berraet.


Ha ma n’en dije ket an Aotrou berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d’ar re zibabet dilennet gantañ, en deus o berraet.


a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c’hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen.


C'hwi a chomo e niver bihan, el lec'h ma oac'h niverus evel stered an neñv, dre ma ne'z po ket sentet ouzh mouezh an AOTROU da Zoue.


Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan