Nebuzaradan penn ar warded a harluas an nemorant eus an dud a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet da roue Babilon, hag an nemorant eus an engroez.
AOTROU an armeoù en deus lavaret da'm divskouarn: A-dra-sur e vo lakaet en glac'har an tiez niverus-se, an tiez bras ha kaer-se a vo hep den o chom enno!
An holl gêrioù a dec'h gant trouz ar varc'hegerien hag ar waregerien. Mont a reont er c'hoadegi, pignat a reont war ar reier, an holl gêrioù a zo dilezet, ne chom den ebet enno.
Lakaat a rin da vont da goll an dud hag al loened, da vont da goll laboused an neñvoù ha pesked ar mor, hag abegoù da gouezhañ gant ar re fall, hag e lamin an dud a-ziwar c'horre an douar, eme an AOTROU.
An AOTROU a stlabezo ac'hanout e-touez an holl bobloù, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoù all na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, koad ha maen.