Izaia 6:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
11 Hag e lavaris: Betek pegeit, Aotrou? Hag e respontas: Betek ma vo ar c'hêrioù glac'haret ha diannez, an tiez didud, an douar glac'haret penn-da-benn,
Ho pro a zo glac'haret, ho kêrioù a zo kuzumet gant an tan. Emañ diavaezidi o plaouiañ war ho touaroù dindan ho taoulagad, pep tra a zo glac'haret evel goude un distruj graet gant diavaezidi.
Ar palez a vo dilezet, ar gêr drouzus a vo dilaosket, ar grec'hienn hag an tour a vo evel kevioù da viken, an ezen gouez a c'hoario enno, an tropelloù a beuro enno,
AOTROU an armeoù en deus lavaret da'm divskouarn: A-dra-sur e vo lakaet en glac'har an tiez niverus-se, an tiez bras ha kaer-se a vo hep den o chom enno!
Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ti roue Juda: Bez' ez out evidon evel Galaad, evel lein al Liban, met a-dra-sur e rin ac'hanout ur gouelec'h, kêrioù didud.
Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoù a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec'h, evit ober eus da vro ur glac'har. Da gêrioù a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Gwelet hoc'h eus an holl zroug am eus graet dont war Jeruzalem ha war holl gêrioù Juda. Ha setu emaint hiziv ur gouelec'h, n'eus den o chom enno,
El lec'h m'emaoc'h o chom, ho kêrioù a vo gwastet, an uhellec'hioù a zeuio da vezañ distro, en doare ma vo gwastet ha diskaret hoc'h aoterioù, bruzunet ha distrujet hoc'h idoloù, lakaet a dammoù ho peulioù-heol, kaset da netra hoc'h oberennoù.
Hag e klevis ur sant o komz, hag ur sant all a lavaras d'an hini a gomze: Betek pegeit e pado ar weledigezh diwar an aberzh hollbad hag an disentidigezh glac'harus, a laka ar santual hag an arme da vezañ mac'het?
En deiz-se e raint ur c'hrennlavar diwar ho penn, hag e huanadint gant ur garm truezus o lavarout: Graet eo! Distrujet omp holl! Kemmet en deus lodenn va fobl! Penaos e kemero anezhi diouzhin? Lodennet en deus hor parkeier da dud dizoue!
Evel m'en doa an AOTROU plijadur oc'h ober vad deoc'h hag o kreskiñ ac'hanoc'h, evel-se en devo an AOTROU plijadur o koll ac'hanoc'h hag o tistrujañ ac'hanoc'h, hag e viot tennet eus ar vro ez i d'he ferc'hennañ.