Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 6:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Digizidika kalon ar bobl-mañ, pounnera o divskouarn, serr o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na vefent yac'haet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 6:10
34 Iomraidhean Croise  

O c'halon a zo tevaet evel al lard, me a gav va flijadur ez lezenn.


Serriñ a reont o c'halonoù kaledet, o genoù a gomz gant rogentez.


Ra zeuio da vezañ o zaol ur pech dirazo, hag ur roued en o surentez!


An AOTROU a galetaas kalon Faraon, ne fellas ket dezhañ o lezel da vont kuit.


Moizez hag Aaron a reas an holl virakloù-se dirak Faraon. Hag an AOTROU a galetaas kalon Faraon, ne lezas ket mibien Israel da vont kuit eus e vro.


Setu, mont a ran da galetaat kalon an Ejipsianed hag ez aint war ho lerc'h. Hag e vin enoret war-bouez Faraon hag e holl armead, war-bouez e girri hag e varc'hegerien.


Me a galetaio kalon Faraon hag a gresko va sinoù ha va burzhudoù e bro Ejipt.


An hini a serr e zaoulagad evit pleustriñ war an droug, an hini a stard e vuzelloù, en deus dija graet an droug.


ur mare evit lazhañ hag ur mare evit yac'haat, ur mare evit diskar hag ur mare evit sevel,


Evel-se an AOTROU a skoio gant an Ejipsianed, skeiñ ha yac'haat a raio, distreiñ a raint d'an AOTROU, aspedet e vo ganto hag e yac'haio anezho.


Setu perak komz an AOTROU a vo dezho kemenn war gemenn, kemenn war gemenn, reolenn war reolenn, reolenn war reolenn, un tamm amañ, un tamm aze, evit ma kouezhint war o c'hein en ur gerzhout ha ma vint torret, evit ma kouezhint en ur stign ha ma vint paket.


Rak an AOTROU en deus skuilhet warnoc'h ur spered a vorgousk, serret en deus ho taoulagad, lakaet en deus ur ouel war ar brofeded, war ar renerien, war an diouganerien.


en abeg da-se e kendalc'hin d'ober burzhudoù e-keñver ar bobl-mañ, burzhudoù ha mirakloù, ha furnez ar re fur a vo kaset da get, ha skiant ar re skiantek a vo kaset da netra.


Bezit sebezet, bezit souezhet! Serrit ho taoulagad ha bezit dallet! Mezv int, met n'eo ket gant gwin, brañsellat a reont, met n'eo ket gant evajoù kreñv.


N'anavezont ha ne gomprenont netra. Goloet eo o daoulagad ha ne c'hellont ket gwelout, o c'halon ha ne c'hellont ket kompren.


Perak, o AOTROU, ec'h eus lezet ac'hanomp da ziankañ er-maez eus da hentoù? Perak ec'h eus kaletaet hor c'halon a-ziwar da zoujañs? Abalamour da'z servijerien, distro da veuriadoù da hêrezh.


Ar galon a zo touellus dreist pep tra, ha fall disfizius. Piv hec'h anavezo?


Selaou eta kement-mañ, pobl sot ha diboell: Daoulagad hoc'h eus ha ne welit ket, divskouarn hoc'h eus ha ne glevit ket.


Ouzh piv e komzin ha da biv e lavarin, ma vin selaouet? Setu, o skouarn a zo diamdroc'h, ha ne c'hellont ket klevout. Setu, komz an AOTROU a zo evito un dra disprizus, ne gavont plijadur ebet enni.


Reiñ a ri dezho kaleter ar galon. Da vallozh a vo evito.


An AOTROU a lavaras din: Kemer c'hoazh gwiskamant ur mêsaer diskiant.


Met ne fellas ket dezho selaou, tennet o deus o skoaz a-dreñv, ha pounneraet o deus o divskouarn evit chom hep klevout.


Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.


Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c’halon, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.


Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.


Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec’hedoù lamet, evit ma teuio amzerioù a freskadurezh a-berzh an Aotrou,


d’ar re-mañ ur c’hwezh a varv o reiñ ar marv, ha d’ar re-se all ur c’hwezh a vuhez o reiñ ar vuhez. Ha piv a zo barrek evit an traoù-se?


Sihon, roue Hesbon, ne fellas ket dezhañ hol lezel da dremen dre e vro, rak an AOTROU da Zoue en doa kaletaet e spered ha reudet e galon, evit lakaat anezhañ etre da zaouarn, evel m'emañ hiziv.


an amprouennoù bras en deus gwelet da zaoulagad, ar sinoù hag ar burzhudoù bras.


Met an AOTROU n'en deus ket roet deoc'h ur galon evit kompren, na daoulagad evit gwelout, na divskouarn evit klevout, betek hiziv.


Dre ma renin anezho er vro am eus touet d'o zadoù, ur vro a zever gant laezh ha mel, hag e tebrint hag o devo o gwalc'h hag e vint lart. Neuze en em zistroint war-zu doueoù all, hag e servijint anezho, hag e tisprizint ac'hanon, hag e torrint va emglev.


Jeshurun a zo deuet da vezañ lart hag en deus rebarbet. Deuet out da vezañ lart, tev ha kuilh! Dilezet en deus an Doue en deus graet anezhañ, disprizet en deus roc'h e silvidigezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan