Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 59:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Setu perak ar varnedigezh a zo pellaet diouzhimp, hag ar reizhder ne zeu ket betek ennomp: Gortoz a reomp ar sklêrijenn ha setu amañ an deñvalijenn, ar sklaerder hag e kerzhomp en noz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 59:9
21 Iomraidhean Croise  

Serret en deus va hent, ha ne c'hellan ket tremen. Lakaet en deus teñvalijenn war va gwenodennoù.


Pa c'hortozen an eurvad, an drougeur a zo deuet. Pa c'hortozen ar sklêrijenn, an deñvalijenn a zo deuet.


N’anavezont ha ne glevont netra, kerzhout a reont en deñvalijenn, holl ziazezoù ar bed a zo brañsellet.


Hent ar re zrouk a zo evel an deñvalijenn, ne welont ket ar pezh o lakaio da gouezhañ.


En deiz-se e krozont en o enep evel ma kroz ar mor, hag en ur sellout ouzh an douar, e vo teñvalijenn hag anken, hag ar sklêrijenn a vo teñvalaet gant koumoul.


Grognal a reomp holl evel arzhed, hag ec'h huanadomp dibaouez evel koulmed: Gortoz a reomp ar varnedigezh ha ne zeu ket, ar silvidigezh hag emañ pell diouzhimp.


Hag ar varnedigezh a zo aet a-dreñv, ar reizhder a chom pell, ar wirionez a gouezh er straedoù, an eeunder ne c'hell ket mont e-barzh.


N'o deus ket anavezet hent ar peoc'h, n'eus barnedigezh ebet war o roudennoù, o gwenodennoù a zo deuet kammigellek, ar re holl a gerzh enno n'anavezont ket ar peoc'h.


Kantren a raint er vro, bec'hiet ha marnaoniet. Ha p'o devo naon, e savo droug enno, e villigint o roue hag o Doue, e savint o daoulagad war-zu an nec'h,


ha goude e sellint etrezek an douar, ha setu, ne vo nemet tristidigezh, teñvalijenn, enkrezioù dic'houloù, hag e sankint en deñvalded.


Roit gloar d'an AOTROU ho Toue, a-raok ma lakaio an deñvalijenn da zont, a-raok ma stoko ho treid ouzh ar menezioù teñval. Gortoz a rit ar sklerijenn, met eñ he zroio e skeud ar marv hag he c'haso en un deñvalijenn don.


Ha distaolet ez pefe Juda evit biken? Ha bez' en defe da ene heug ouzh Sion? Perak e skoez warnomp hep ma vefe yec'hed ebet evidomp? Gortoz a reomp ar peoc'h, met n'eus netra vat, amzer ar yec'hed, met setu ar spont.


Gortoz a raemp ar peoc'h, met n'eus netra vat, amzer ar yec'hed, met setu ar spont.


Va renet en deus ha graet din kerzhout en deñvalijenn ha nann er sklêrijenn.


Kerzhout a raent evel dalled dre ar straedoù, saotret a wad, kement na c'helled ket stekiñ ouzh o dilhad.


Hag e c'hoarvezo en deiz-se, eme an Aotrou AOTROU, ma rin d'an heol mont da guzh da greisteiz, ha ma teñvalain an douar e barr an deiz.


Rak plac'h Marod a zo en enkrez diwar-benn he mad, peogwir e tiskenn an droug a-berzh an AOTROU betek dor Jeruzalem.


Re c'hlan eo da zaoulagad evit gwelout an droug, ha ne c'hellez ket sellout ouzh ar fallagriezh. Perak e sellfes ouzh a re fall hag e tavfes, pa lonk an hini drouk unan reishoc'h egetañ?


Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan