Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 59:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Den na c'halv evit ar reizhder, den na erbed evit ar wirionez, fiziout a reont e traoù disneuz hag e lavaront traoù aner, koñseviñ a reont an droug hag e c'hanont poanioù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 59:4
36 Iomraidhean Croise  

Mar fizi en avel e tiheñch, rak an avel a vo e c'hopr.


Koñseviñ a reont ar boan hag e c'hanont an droug, o c'hof a gempenn touell.


Komz a reont an eil d'egile gant falsentez, komz a reont gant muzelloù loavus ha gant ur galon doubl.


Ar re vihan n'int nemet netra, ar re vras n'int nemet gaou. Lakaet er valañs, e vefent holl asambles skañvoc'h eget an netra zoken.


Betek pegoulz en em daolot war un den, evit e zistrujañ holl asambles, evel ur voger gosteziet, evel ur c'hleuz brañsellet?


Setu, emañ an hini drouk o labourat evit genel an direizhder, koñsevet en deus tabut, degaset en deus nemet ar gaou,


rak ne gouskont ket ma n'o deus ket graet un droug bennak, hag o c'housk a zo lamet diouto ma n'o deus ket lakaet unan bennak da gouezhañ,


Gwalleur d'ar re a ra reolennoù drouk, hag a skriv evit urzhiañ an taerder,


Koñsevet hon eus, gouzañvet hon eus gwentloù, n'hon eus ganet nemet avel, n'hon eus ket dezouget ar silvidigezh d'an douar, na lakaet da c'henel tud er bed.


Dre ma hoc'h eus lavaret: Graet hon eus emglev gant ar marv, graet hon eus marc'had gant lec'h ar marv, pa dremeno ar walenn o liñvañ ne dapo ket ac'hanomp, rak kemeret hon eus da repu an touell, kuzhet omp dindan ar gaou.


Rak ar gwasker ne vo ken, ar goapaer a vo distrujet, ar re a evesha ma vefe graet an direizhder a vo lamet kuit,


En abeg da-se evel-henn e komz Sant Israel: Peogwir e taolit kuit ar gomz-mañ, evit kaout fiziañs en taerder hag er fallagriezh, evit en em harpañ war an traoù-mañ,


Rak ur bobl disent ez int, mibien c'haouiat, mibien na fell ket dezho selaou lezenn an AOTROU,


Koñseviñ a reot foenn, genel a reot plouz, ho c'hwezh a lonko ac'hanoc'h evel tan.


Emañ o peuriñ ludu, dianket eo gant e galon douellet, ne c'hell na dieubiñ e ene na lavarout: Ha ne vefe ket ur gaou a zalc'han em dorn?


Fiziet out ez trougiezh, ha lavaret ec'h eus: Den ne wel ac'hanon. Da furnez ha da anaoudegezh o deus da douellet, hag ec'h eus lavaret ez kalon: Me, ha nikun all ebet.


Gwalleur d'ar re a denn an drougiezh gant kerdin ar gaou, hag ar pec'hed gant sugelloù ur c'harr,


Gwinienn AOTROU an armeoù eo ti Israel, ha tud Juda eo e blantenn blijus. Gortoz a rae eeunder ha setu gwad skuilhet, ar reizhder ha setu garmadeg!


Ar wirionez zoken a zeu da vankout, hag an neb en em denn eus an droug a zo preizhet. An AOTROU en deus gwelet kement-se, ha displijet eo bet gant an diouer a varnedigezh.


Gwelet en deus ivez na oa den ebet, souezhet eo bet na oa den da erbediñ. Neuze e vrec'h en deus degaset ar silvidigezh, hag e reizhder en deus roet harp.


Rak ho taouarn a zo saotret gant gwad hag ho pizied gant direizhder, ho muzelloù a lavar gevier, ho teod a zistag fallagriezh.


N'eus den hag a c'halvfe da anv, nag a zihunfe evit en em stagañ ouzhit. Setu perak ec'h eus kuzhet da zremm ouzhimp, hag ec'h eus lakaet ac'hanomp da deuziñ en abeg d'hon direizhder.


Renerien ar bobl-mañ a ziank anezhi, hag ar re a zo renet drezo en em goll.


Peogwir ec'h eus fiziet ez labourioù hag ez teñzorioù, e vi tapet ivez. Ha Kemosh a yelo d'an harlu, gant hec'h aberzhourien hag he fennoù.


Kit da bourmen dre straedoù Jeruzalem, sellit, eveshait, klaskit war al leurennoù, mar kavit un den, unan hepken, oc'h ober ar reizhder hag o klask ar wirionez, e pardonin dezhi.


Na fiziit ket e komzoù touellus, en ur lavarout: Amañ eo templ an AOTROU, templ an AOTROU, templ an AOTROU!


Setu e fiziit e komzoù touellus, hep gounid ebet.


Selaouit komz an AOTROU, mibien Israel! Rak an AOTROU en deus ur rendael gant tud ar vro, rak n'eus na gwirionez, na truez, nag anaoudegezh Doue er vro.


Gwalleur d'ar re a raktres traoù direizh hag a ijin an droug war o gweleoù! Da c'houloù-deiz e sevenont an traoù-se, dre m'o deus ar galloud en o daouarn.


Ar Yuzevien ivez en em unanas d’an tamall, o lavarout e oa an traoù evel-se.


Hag an droukc’hoant, pa’z en deus koñsevet, a c’han ar pec’hed. Hag ar pec’hed, pa’z eo kaset da benn, a c’han ar marv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan