Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 59:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Rak ho taouarn a zo saotret gant gwad hag ho pizied gant direizhder, ho muzelloù a lavar gevier, ho teod a zistag fallagriezh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 59:3
31 Iomraidhean Croise  

An daoulagad otus, an teod gaouiat, an daouarn a skuilh ar gwad didamall,


Pa'c'h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc'h. Pa liesait ho pedennoù, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.


Penaos eo deuet da vezañ ur c'hast ar gêr feal? Leun e oa a varnedigezh, ar reizhder a oa o chom enni, ha bremañ muntrerien!


Dre ma hoc'h eus lavaret: Graet hon eus emglev gant ar marv, graet hon eus marc'had gant lec'h ar marv, pa dremeno ar walenn o liñvañ ne dapo ket ac'hanomp, rak kemeret hon eus da repu an touell, kuzhet omp dindan ar gaou.


Jeruzalem a ya d'an traoñ, ha Juda a gouezh, rak o zeod hag o oberoù a zo a-enep an AOTROU, evit goapaat selloù e c'hloar.


Rak ur bobl disent ez int, mibien c'haouiat, mibien na fell ket dezho selaou lezenn an AOTROU,


Emañ o peuriñ ludu, dianket eo gant e galon douellet, ne c'hell na dieubiñ e ene na lavarout: Ha ne vefe ket ur gaou a zalc'han em dorn?


pec'hiñ ha gaouiadiñ a-enep an AOTROU, distreiñ diouzh hon Doue, komz diwar-benn gwask ha dispac'h, koñseviñ ha distagañ er galon komzoù gaouiat.


Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù.


Renerien ar bobl-mañ a ziank anezhi, hag ar re a zo renet drezo en em goll.


Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.


Betek pleg da sae zoken emañ gwad eneoù ar re zidamall baour, na'z poa ket kavet en disentidigezh.


Met da zaoulagad ha da galon n'int nemet evit da wallc'hoant, evit skuilhañ ar gwad didamall, evit mac'homañ ha gwaskañ.


Setu e fiziit e komzoù touellus, hep gounid ebet.


O! Perak ne'm eus ket er gouelec'h ul lochenn evit beajour? Dilezel a rafen va fobl hag ez afen pell diganto, rak holl int avoultrerien hag ur vandenn c'hanazed.


Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an d'o zeuziñ ha d'o amprouiñ, rak penaos e rafen e-giz-all e-keñver merc'h va fobl?


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir hoc'h eus lavaret traoù aner hag hoc'h eus roet gweledigezhioù touellus, setu em eus droug ouzhoc'h, eme an Aotrou AOTROU.


Ha te, mab an den, hag e varni? Hag e varni kêr wadsec'hedik? Ha ne roi ket dezhi da anavezout hec'h holl euzhusterioù?


en abeg da-se, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, e lakain ac'hanout e gwad, hag ar gwad a redo war da lerc'h.


Kempenn chadennoù! Rak ar vro a zo leun a dorfedoù, ha kêr a zo leun a feulster.


Hag e lavaras din: Direizhder ti Israel ha Juda a zo bras dreist pep muzul, hag ar vro a zo leun a wad, kêr a zo leun a falloni. Rak e lavaront: An AOTROU en deus dilezet ar vro, an AOTROU ne wel ket.


N'eus nemet sakreoù, gevier, muntroù, laeroñsioù hag avoultriezh. Freuzañ a reont dreist pep muzul, ul lazh a stok ouzh ul lazh all.


Gwalleur dezho! rak pellaet o deus diouzhin. Distruj warno! rak o deus pec'het em enep. O dasprenet em eus, met gevier a lavaront a-enep din.


Laouenaat a reont ar roue gant o fallentez, hag ar pennoù-bras gant o gevier.


Krial a raint neuze d'an AOTROU, met ne responto ket dezho, kuzhat a raio e zremm outo en amzer-se, dre ma'z eo bet fall o oberoù.


Rak he re binvidik a zo leun a feulster, hec'h annezidi a lavar gevier, hag un teod touellus o deus en o genoù.


An den mat a zo aet kuit eus an douar, ha n'eus den reizh ken e-touez an dud. Emañ an holl e ged evit skuilhañ ar gwad, pep hini a stegn pechoù d'e vreur gant e roued.


o lavarout: Pec’het em eus o troukreiñ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.


dre bilpouzerezh fals-doktored merket o c’houstiañs gant houarn tomm,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan