Izaia 59:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned1 Setu, dorn an AOTROU n'eo ket re verr evit saveteiñ, nag e skouarn re bounner evit klevout. Faic an caibideil |
Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec'hañ pa c'hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù e gouelec'h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed.