Ur gopr a vez roet d'an holl c'histi, met te ac'h eus roet profoù da'z holl amourouzien; graet ec'h eus roioù dezho, evit ma teujent a bep tu da'z kavout evit da c'hastaouerezh.
Hag ouzhpenn-se, kaset o deus da gerc'hat tud o tont eus ur vro bell, kaset o deus kannaded dezho, ha setu, deuet int. Evito ec'h eus en em walc'het, livet da zremm ha kinklet gant bragerizoù,
Ar roue a raio ar pezh a fello dezhañ hag a lorc'henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoù souezhus a-enep Doue an doueoù, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c'hoarvezo.
Ra ne dapo den ar priz diganeoc’h dre un izelegezh a-ziavaez ha dre lid an aeled, o kemer preder eus traoù n’en deus ket gwelet, o vezañ c’hwezet a ourgouilh hep poell gant e skiant kigel,