Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 57:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Lakaet ec'h eus da wele war ur menez uhel ha savet, hag ez out pignet eno evit aberzhiñ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 57:7
12 Iomraidhean Croise  

Met c'hwi, tostait amañ, mibien ar sorserez, gouenn an avoultrer hag ar c'hast!


eus ho tireizhder hag eus direizhder ho tadoù, eme an AOTROU, int hag o deus lakaet da vogediñ ezañs war ar menezioù hag o deus va dismegañset war ar c'hrec'hioù. Hag e vuzuilhin en o bruched ar gopr eus ar pezh o deus graet gwechall.


Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.


Sav da zaoulagad etrezek an uhellec'hioù ha sell: Pelec'h ne'c'h eus ket gastaouet? En em zerc'hel a raes war an hentoù evel un Arab er gouelec'h, ha saotret ec'h eus ar vro dre da c'hastaouerezh ha da zrougiezh.


An AOTROU a lavaras din en deizioù ar roue Jozia: Ha gwelet ec'h eus ar pezh he deus graet Israel an adfeilherez? Aet eo war bep menez uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas d'en em reiñ d'ar gasterezh.


Kemeret ec'h eus diwar da zilhad, ha kinklet ec'h eus da uhellec'hioù gant livioù a bep seurt evit gastaouiñ eno, un dra ne oa ket c'hoarvezet ha ne c'hoarvezo ken.


savet ec'h eus un dosenn, graet ec'h eus un uhellec'h war bep leurgêr,


e digor kement straed ec'h eus savet da uhellec'h ha dizenoret da gaerded, rak digoret ec'h eus da dreid da bep tremeniad ha liesaet da c’hastaouerezh.


Mibien Vabilon a zo deuet d'he c'havout da c'hourvez hec'h orged, ha saotret o deus anezhi gant o gastaouerezh. Hi en em saotras ganto, hag e tistagas hec'h ene diouto.


azezet ec'h eus war ur gwele pompadus, ma oa kempennet un daol dirazañ, ha lakaet ec'h eus va ezañs ha va eoul warni.


Hag e ouiot ez on me an AOTROU pa vo o lazhidi gourvezet e-touez o idoloù, en-dro d'o aoterioù, war bep krec'hienn uhel, war bep lein menez, dindan pep gwezenn c'hlas, dindan pep dervenn dev, e pep lec'h ma kinnigent c'hwezh-vat d'o holl idoloù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan