Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 57:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 oc'h en em dommañ gant idoloù dindan pep gwezenn c'hlas, o lazhañ ar vugale en traoniennoù dindan toulloù ar reier?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 57:5
32 Iomraidhean Croise  

Rak uhellec'hioù a savjont ivez gant peulioù hag Asheraoù war an holl grec'hioù ha dindan pep gwezenn c'hlas.


Graet o doa dezho peulioù hag Asheraoù war bep krec'hienn ha dindan pep gwezenn c'hlas.


Kement-se a c'hoarvezas dre m'o doa pec'het mibien Israel a-enep an AOTROU o Doue, en doa lakaet anezho da bignat eus bro Ejipt, a-zindan dorn Faraon roue an Ejipt, ha dre m'o doa azeulet doueoù all.


Saotrañ a reas Tofed e traonienn mab Hinnon, evit na lakaje den da dremen e vab pe e verc'h dre an tan evit Molok.


Lakaat a reas ezañs da vogediñ e traonienn mab Hinnon, hag e lakaas e vibien da dremen dre an tan, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.


Sevel a rejont eta abred an deiz war-lerc'h hag e kinnigjont loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù. Ar bobl a azezas da zebriñ ha da evañ, ha goude e savjont da laouenaat.


Rak mezh ho po en abeg d'an dervennoù a garit, ha ruziañ a reot gant al liorzhoù a ra ho plijadur.


Evel ma soñjont en o mibien, e soñjont en o aoterioù hag en o Asheraoù e-kichen ar gwez glas ha war ar c'hrec'hiennoù uhel.


Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.


Anzav da zireizhder, ma'z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec'h eus troet amañ-ahont da gammedoù etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c'hlas, ha ma ne'c'h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.


An AOTROU a lavaras din en deizioù ar roue Jozia: Ha gwelet ec'h eus ar pezh he deus graet Israel an adfeilherez? Aet eo war bep menez uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas d'en em reiñ d'ar gasterezh.


Savet o deus uhellec'hioù da Vaal e traonienn mab Hinnom, evit lakaat o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan da Volok, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha ne oa ket deuet em soñj e vije graet un hevelep euzhusted evit lakaat Juda da bec'hiñ.


Ar sec'hor a zo war he doureier: ra vankint! Rak ur vro a idoloù eo, sot int gant o idoloù euzhus.


Babilon a oa un hanaf aour e dorn an AOTROU, hag e vezve an douar holl. Ar broadoù o deus evet eus he gwin, setu perak eo deuet diskiant ar broadoù.


Savet o deus uhellec'hioù da Dofed e traonienn mab Hinnom, evit deviñ dre an tan o mibien hag o merc'hed, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha na'm boa ket soñjet ennañ.


Kemeret ec'h eus da vibien ha da verc'hed az poa ganet din, hag aberzhet ec'h eus anezho da vezañ lonket. Ha re nebeut e oa da c'hastaouerezh?


O saotret em eus en o frofoù, pa lakaent da dremen dre an tan o holl re gentañ-ganet, evit o gwastañ hag evit ma oufent ez on me an AOTROU.


Derenet em eus anezho d'ar vro am boa savet va dorn he reiñ dezho, ha sellet o deus ouzh pep krec'hienn uhel hag ouzh pep gwezenn vodennek, graet o deus eno o aberzhoù, kinniget o deus eno o frofoù evit va c'hounnariñ, lakaet o deus eno o c'hwezoù-mat, skuilhet o deus eno o sparfadurioù.


Pa ginnigit ho profoù, pa lakait ho mibien da dremen dre an tan, en em saotrit gant hoc'h holl idoloù betek hiziv. Hag e vin goulennataet ganeoc'h, ti Israel? Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne vin ket goulennataet ganeoc'h.


Hag e ouiot ez on me an AOTROU pa vo o lazhidi gourvezet e-touez o idoloù, en-dro d'o aoterioù, war bep krec'hienn uhel, war bep lein menez, dindan pep gwezenn c'hlas, dindan pep dervenn dev, e pep lec'h ma kinnigent c'hwezh-vat d'o holl idoloù.


Ne roi ket da vugale da vezañ lazhet evit Molok, ne zisakri ket anv da Zoue. Me eo an AOTROU.


Ha setu un den eus mibien Israel a zeuas hag a zegasas d'e vreudeur ur Vadianadez, dindan daoulagad Moizez hag holl vodadenn mibien Israel, e-pad ma ouelent ouzh digor teltenn an engalv.


Distrujañ a reot an holl lec'hioù m'o devo servijet enno o doueoù ar broadoù emaoc'h o vont da gas kuit, war ar menezioù uhel, war ar c'hrec'hiennoù ha dindan kement gwezenn c'hlas.


Rak an holl vroadoù o deus evet gwin eus fulor he gastaouerezh, rouaned an douar a zo en em c’hastaouet ganti ha marc’hadourien an douar a zo en em binvidikaet eus fonnder he diroll.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan