Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 57:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Hag e vo lavaret: Plaenait, plaenait, kempennit an hent! Tennit pep harz diwar hent va fobl!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 57:14
14 Iomraidhean Croise  

Met ar re reizh a laouenaio, trec'hiñ a raint dirak Doue, hag e tridint gant levenez.


Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.


Ur vouezh a gri er gouelec'h: Kempennit hent an AOTROU, grit eeun ur wenodenn er blaenenn evit hon Doue;


Treiñ a rin va holl venezioù en hentoù, hag adsavet e vo va gwenodennoù.


Tremenit, tremenit dre an dorojoù, kempennit hent ar bobl! Plaenait, plaenait ar chaoser, tennit ar vein diwarnañ! Savit ur banniel etrezek ar pobloù!


Met va fobl he deus va ankounac'haet, kinniget he deus ezañs d'an avel, derenet int bet da strebotiñ en o hentoù ha da guitaat ar gwenodennoù kozh, evit kerzhout war wenodennoù un hent diverk,


N’en em varnomp mui eta an eil egile, met kentoc’h barnit penaos na dleit ket lakaat un maen-kouezh pe reiñ un abeg a wallskouer d’ho preur.


ni a brezeg Krist kroazstaget, abeg da gouezhañ evit ar Yuzevien ha follentez evit ar C’hresianed,


Dre-se, mar lakaan va breur da strebotiñ dre ar pezh a zebran, ne zebrin biken a gig, evit chom hep lakaat va breur da strebotiñ.


Lakait evezh koulskoude na zeufe ar frankiz hoc’h eus da vezañ ur maen-kouezh evit ar re zinerzh.


Ne roomp abeg ebet da gouezhañ, e netra, evit na vo ket tamallet ar ministrerezh,


ha grit un hent eeun d’ho treid, evit ma n’en em ziheñcho ket ar pezh a zo kamm met ma vo kentoc’h yac’haet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan