Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 57:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Reiñ a rin da anavezout da reizhder ha da oberennoù, ha na vo ket ur gounid evidout.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 57:12
20 Iomraidhean Croise  

Gwalleur d'ar re a guzh don o c'hoantoù diouzh an AOTROU, d'ar re a ra o labour en deñvalijenn, hag a lavar: Piv hor gwel? Piv hon anavez?


Oberourien ar skeudennoù kizellet n'int holl nemet netra, hag o oberennoù kaerañ ne servijont da vann ebet. Int o-unan a zo testoù a gement-se dezho: ne welont ket ha n'anavezont ket, evit ma vint mezhek.


Youc'h a-leizh-korzenn, na zalc'h ket, sav da vouezh evel ur shofar, disklêr da'm fobl o disentidigezh, ha da di Jakob o fec'hedoù.


Deuet out a-ziarbenn d'an hini a laouena oc'h ober ar reizhder, ha d'ar re a gerzh ez hentoù o kaout soñj ac'hanout. Setu, erezet out bet rak pec'het hon eus abaoe pell, met salvet e vimp.


eus ho tireizhder hag eus direizhder ho tadoù, eme an AOTROU, int hag o deus lakaet da vogediñ ezañs war ar menezioù hag o deus va dismegañset war ar c'hrec'hioù. Hag e vuzuilhin en o bruched ar gopr eus ar pezh o deus graet gwechall.


Anavezout a ran o oberoù hag o soñjoù. Deuet eo an amzer da zastum an holl vroadoù hag an holl yezhoù. Dont a raint, hag e welint va gloar.


Evel-henn e komzot outo: An doueoù ha n'o deus ket graet an neñvoù hag an douar, a yelo da goll diwar an douar hag a-zindan an neñvoù.


Pep den a zo foll dre ar pezh a oar ober, pep orfebour en deus mezh eus e skeudenn gizellet, rak an traoù teuzet n'int nemet gaou, n'eus ket a c'hwezhadenn enno.


N'int nemet mogidelloù, oberennoù a douellerezh, mont a raint da netra da vare o c'hastiz.


N'int nemet netra, oberennoù a douellerezh, mont a raint da goll pa zeuio o c'hastiz.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.


O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan