Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 57:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Dre hirder da hent ez out aet skuizh, ha ne'c'h eus ket lavaret: En aner eo! Kavet ec'h eus nerzh ez torn, setu perak n'out ket kouezhet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 57:10
12 Iomraidhean Croise  

Skuizhet out bet gant kement a guzulioù. Ra en em ziskouezo ar re a c'houlenn ouzh an neñvoù, a evesha ouzh ar stered, a ro da c'houzout da bep loar nevez, ra zieubint ac'hanout eus ar pezh a ya da c'hoarvezout ganit.


Hag e lavaront: En aner eo! Hor menozioù a heuilhimp, ha pep hini ac'hanomp a raio hervez kaleter e galon fall.


Harz da droad da vezañ divot, ha da c'houzoug da gaout sec'hed. Met lavaret ec'h eus: Dispi eo! Nann, rak karout a ran an diavaezidi, hag ez in war o lerc'h.


Perak hastañ kement evit cheñch da hent? Bez' ez po mezh eus an Ejipt, evel ma ec'h eus bet mezh eus Asiria.


Setu perak eo bet dalc'het ar c'haouadoù, ha n'eus ket bet glav an diwezhañ amzer. Ha tal ur ribodez ac'h eus bet, n'eo ket fellet dit kaout mezh.


AOTROU! Ha n'eo ket ouzh ar wirionez e sell da zaoulagad? Skoet ec'h eus warno, ha n'o deus poan ebet. Kuzumiñ a rez anezho, ha ne fell ket dezho degemer ar gentel. Kaledet o deus o dremm muioc'h eget ur roc'h, ha nac'het o deus distreiñ.


Pep hini a ra goap eus e nesañ, ne lavaront ket ar wirionez, graet o deus d'o zeod lavarout gevier, aet int skuizh oc'h ober an droug.


Skuizhañ a ra gant he gevier, he mergl bras n'eo ket distaget diouti, mont a raio he mergl d'an tan.


Setu, ha n'eo ket dre volontez AOTROU an armeoù e labour ar pobloù evit an tan, ha ma en em skuizh ar broadoù evit netra?


Bez’ e oan bev gwechall hep lezenn, met ar gourc’hemenn o vezañ deuet, ar pec’hed en deus adkemeret buhez, hag ez on deuet da vervel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan